Tartez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "Ur meuz par d'ar wastell eo an '''dardezenn''', graet gant un toaz hag ur gwarnisadur sall pe sukret warnañ. A bep seurt toaz a zo : toaz bresk, toaz feilhennet, toaz sabl..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 26 Her 2020 da 17:55

Ur meuz par d'ar wastell eo an dardezenn, graet gant un toaz hag ur gwarnisadur sall pe sukret warnañ. A bep seurt toaz a zo : toaz bresk, toaz feilhennet, toaz sablek, hag all. Tartez a vez debret abaoe ar Grennamzer.

Tartez sukret

Gant frouezh e vezont graet peurliesañ. An dartezenn avaloù eo an hini vrudetañ. Implijet e vez abrikez, prun (mirabel da skouer), sivi, flamboez, per, sitroñs, rubarbez ivez. Tartez sukr, karamel, chokolad zo ivez. An dartezenn giz Normandi zo un dartezenn avaloù gant ur gwarnisadur graet gant bleud, vioù, dienn, sukr hag un nebeut calvados. An dartezenn Tatin zo un dartezenn avaloù war he genoù.

Debret e vezont yen pe glouar an aliesañ. Gallout a reer ouzhpennañ dienn, dienn Chantilly, mereng, chokolad war ar gwarnisadur. Servijet e vezont da zibenn-pred pe da verenn-vihan peurliesañ en Europa.

Tartez sall

Gant legumaj e vezont graet (pour, ognon...), pesk (eog, toun ha tomatez...), kig pe geuz.

Debret e vezont tomm pe glouar an aliesañ. Servijet e vezont da zigor-pred pe da veuz pennañ en Europa.

Skeudennoù

Armoù-kegin

Ezhomm vez eus ur rodig-toaz evit pladañ an toaz, hag ur moull-tartez evit lakaat an dartezenn da boazhañ er forn. Gallout a reer servijout an tammoù gant ur balikell-westell.

Pennadoù kar