Flavius Magnus Magnentius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
 
== Buhez ==
Ganet e oa bet e ''Samarobriva'' ([[Amiens]]) war dro [[303]], mab d'ul [[Lejion roman|lejioner]] breton[[brezhon]] stalietdiazezet war lez ar stêr [[Roen]], ha d'ur [[Franked|Frankez]] a oa bet tapet evel prizoniadez goude un argadenn en tu all d'ar stêr gant an armeoù roman.
 
Dimeziñ d'un [[Italia]]nez anvet [[Justina]] a reas, mes ne oa bet bugel ebet abalamour ma oa-hi re yaouank.
 
Desavet ma oa bet e-touez soudarded an arme, Magnentius a savas uhel enni betek en em gavout ofiser ha mignon da [[Varcellinus]], mestr-kefridi an impalaer [[Flavius Julius Constans]]. Pa welas brud an impalaer o vont da get, Marcellinus a savas Magnentius da impalaer en [[Autun]] d'an 18 Genver 350. D'ar 27 C'hwevrer e voe anvet e [[Galia]], [[Breizh-Veur]], [[Afrika]] ha [[Kirenaika]].
 
D'ar 27 C'hwevrer 350 e voe tapet Constans en iliz ''Helena'' ([[Elne]]) e-kichen [[Perpignan]], ha lazhet. En respont, Constantia, unan eus merc'hed Constans, a savas [[Vetranio]], mestr ar vezin, da impalaer. Tri miz war lerc'h, Eutropia, ur verc'h da [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Constantius I{{añ}}]], a lakaas he mab [[Nepotianus]] da gerzhout war-zu [[Roma]]. Tapet Roma gantañ e voe anvet Nepotianus da impalaer d'an 3 Mezheven 350.