Torah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 81:
 
== Torah hag ar Yuzevegezh ==
[[Restr:Présentation de la Loi, Edouard Moyse (1860) - Musée d'art et d'histoire du Judaïsme.jpg|200px|vignette|dehou|''Diskouez an Torah'' gant Edouard Moyse, 1960. Mirdi an Arzoù hag an Istor yuzev.]]
Ar skridoù rabbinek a embann e voe roet an Torah dre gomz da [[Moizez|Voizez]] war ar [[Menez Sinai]]. Hengoun ar [[Ortodoksiezh yuzev|Yuzevegezh reizhkredour]] a lavar e oa bet lakaet dre skrid e-pad daou-ugent vloaz en dezerzh, met kalzig a Yuzevien nann-reizhkredour a zo a-du gant kenemglev ar skiantourien a embann e oa bet meur a skrivagner d'an Torah hag e oa bet skrivet war meur a gantved.
 
Linenn 92 ⟶ 93:
 
=== Implij lidek ===
[[Restr:Toras in Istanbul Ashkenazi Sinagogue.JPG|200px|vignette|kleiz|Torahoù e sinagogenn achkenaz ([[Istambul]], [[Turkia]])]]
Lenn an Torah ([[hebraeg|he]] {{hebraeg|קריאת התורה}} ''K'riat HaTorah'' "Lenn [diwar] an Torah") zo ul lid relijiel yuzev a c'houlenn gant an dud lenn en un doare publik un darn eus an Torah. Gant an term-se e reer anv eus al lid a-bezh, adalek ar mare ma vez kemeret ar rolloù diouzh an arc'h, kanañ an darn gant ar mod mat da ganañ anezhañ (''kantilladur'') betek distro ar rolloù en arc'h. N'eo ket ar memes tra ha lenn an Torah evit deskiñ.
 
Linenn 101 ⟶ 103:
 
Alies e wisker an Torah gant ur sash, ur golo gwiadet a-ratozh, klinkadurioù a-bep seurt, hag ur c'hKeter (ur gurunenn) met cheñch-dicheñch e vez ar c'hustumoù diouzh ar sinagogenn. An dud a chom en o sav diouzh boaz e doujañs d'an Torah pa vez kaset dre an arvesterien da vezañ lennet, met azezañ a c'hellont ober e-pad al lennadenn.
 
=== Lezenn ar Bibl ===
En Torah ez eus darnoù ma vez kontet an istor, ma vez kinniget al lezenn ha graet embannoù etik. En o fezh e reer eus al lezennoù-se ''Lezenn Moizez'' (''Torat Moshe'' {{hebraeg|תּוֹרַת־מֹשֶׁה‎}}) pe lezenn viblek peotramant c'hoazh ar gourc'hemennoù.
 
== Daveoù ==