Beg ar C'hastell (Plougouskant) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|An ti e Kastell Meur, er gornaoueg da Veg ar C'hastell '''Beg ar C'hastell''' zo ur beg-douar e kumun Plougouskant,..."
 
(Disheñvelder ebet)

Stumm red eus an 29 Her 2020 da 11:48

Beg ar C'hastell zo ur beg-douar e kumun Plougouskant, ar beg hanternosañ war aodoù Breizh.

An ti e Kastell Meur, er gornaoueg da Veg ar C'hastell

Alese eo kaer ar gwel : war-zu ar reter e weler enez Terc'h, tour-tan ar C'horn hag aber ar Yeodi. Pelloc’h e c’haller gwelet Erv an Talberzh, pa vez dizolo an dremmwel. Er gornaoueg e c’haller gwelet, a-bell, enezeg ar Jentilez.

Nepell diouzh Beg ar C'hastell, er gornaoueg, emañ ar C'hastell Meur, gant kerreg bras-divent hag un ti bihan sanket etre div roc'h vras, ar pezh a ya d’ober un daolenn gaer a zo bet luc’hskeudennet ha livet stank.

Al lec’h tro-dro zo gwarezet ha ne c’haller ket sevel tiez nevez. Un ti an douristed zo war an aod, er gornaoueg d’ar beg-douar, hag a vez digor e-pad an hañv.