Republik Artsac'h : diforc'h etre ar stummoù

stad e Su ar C'haokaz
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "{{Patrom:Infobox bro |anv ofisiel ={{ar}}Արցախի Հանրապետություն<br>Arts’akhi Hanrapetut’yun |anv klok bzg = <span style="l..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 29 Her 2020 da 16:35

Republik Artsac'h (Արցախի Հանրապետություն pe Artsakhi Hanrapetut'yun en armenieg), pe Republik Nagorno-Karabac'h [1] zo ur stadig de facto e Kaokaz ar Su ha n’eo ket anavezet gant ar stadoù all, hag a sell ouzh ar vro-se evel ul lodenn eus Azerbaidjan. En em astenn a ra Republik Artsac'h war ar pezh a oa gwechall Oblast emren Nagorno-Karabac'h koulz ha war douaroù a oa etre an oblast kozh-se hag Armenia er gornaoueg hag Iran er c’hreisteiz. Stepanakert eo kêr-benn Republik Artsac'h.

(ar)Արցախի Հանրապետություն
Arts’akhi Hanrapetut’yun

Republik Artsac'h
Banniel Artsac'h Skoed-ardamez Artsac'h
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Azat ou Ankakh Artsakh
Artsac'h dieub ha dizalc'h
Lec'hiadur Artsac'h
Lec'hiadur Artsac'h

Palez ar prezidant e Stepanakert

Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Stepanakert (Khankendi)
39°52′N 46°43′E
Yezh(où) ofisiel Armenieg (1)
Gouarnamant Nann-anavezet
 - Prezidant Arayik Harutyunyan
 - Prezidant ar Vodadenn Vroadel Arthur Tovmasyan
Dizalc'hded diouzh Azerbaidjan 
 - Referendum 10 Kerzu 1991 
 - Disklêriet 6 Genver 1992 
 - Anavezet N'eo ket (2) 
Gorread
 - Hollad 11 458 km²
Poblañs
 - niveradeg 2015 145 053
 - Stankter 33 ann./km²
Moneiz Dram (Armenian) (AMD)
Gwerzhid-eur (UTC+4)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+5)
Kod kenrouedad .am
Kod pellgomz +374 97  (Karabakh Telecome GSM)
1: Ar vonreizh a aotre "implij dieub ar yezhoù all implijet gant ar boblañs.
Tachenn Republik Artsac'h (an oblast kozh e liv melen)

Armeniegerien a oa dreist-holl o chom e Nagorno-Karabac'h pa oa bet embannet dizalc’hiezh Azerbaidjan hag Armenia e 1918, goude diskar Impalaeriezh Rusia ha brezel a voe, e-pad ur pennadig, etre an div vro nevez da c’houzout gant pehini ez afe ar rannvro. Fin a voe lakaet d’an tabut pa voe savet an Unvaniezh Soviedel ha savet Oblast emren Nagorno-Karabac’h e-barzh Republik Sokialour Soviedel Azerbaidjan e 1923. Pa’z eas an Unvaniezh Soviedel d’an traoñ e voe bec’h etre an div vro adarre. E 1991 e voe graet ur referendom en Oblast emren Nagorno-Karabac'h hag embannet dizalc'hiezh ar vroig. Brezel a savas da-heul etre Armenianed Nagorno-Karabac'h, skoazellet gant Armenia ha Republik Azerbaidjan. Tri bloaz e padas ar brezel-se, etre 1991 ha 1994, ha pa voe graet harz-an-tan e miz Mae 1994 e oa astennet galloud republik nevez Artsac'h war ur vro kalz ledanoc'h eget an oblast kozh, peogwir e oa unanet outañ an holl zouaroù en em astenne etre Nagorno-Karabac'h hag Armenia. Eus ar c'hontreoù-se e tec'has an darn vrasañ eus an dud na oant ket Armenianed, da gaout repu er peurrest eus Azerbaidjan : 400 000 den, azeriegerien anezho peurliesañ, a oa aet kuit, ken ma kaver bremañ ouzhpenn 95% a armeniegerien e republik Artsac'h.

Ur vro veneziek eo Artsac'h, gant 1 100 metr a uhelder well-wazh.

Ur republik eo Artsac'h, gant ur prezidant hag ur parlamant ennañ ur gambr hepken. Liammet-strizh eo ouzh Armenia : ar memes moneiz o deus Artsac'h hag Armenia da skouer. Ha n’eus nemet dre Armenia e c'hell an dud eus an diavaez mont da Artsac'h.

Notennoù

  1. Constitution of the Republic of Artsakh. Kavet : 29 Here 2020. “The names 'Republic of Artsakh' and 'Republic of Nagorno-Karabakh' are identical.”

Gwelet ivez