Republik Artsac'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 66:
 
[[Restr:Artsakh_Republic_1994-2020.svg|thumb|Tachenn Republik Artsac'h (an oblast kozh e liv melen)]]
Armeniegerien a oa dreist-holl o chom e [[Nagorno-Karabac'h]] pa oa bet embannet dizalc’hiezh [[Republik Demokratel Azerbaidjan| Azerbaidjan]] hag Armenia e [[1918]], goude diskar [[Impalaeriezh Rusia]] ha brezel a voe, e-pad ur pennadig, etre an div vro nevez da c’houzout gant pehini ez afe ar rannvro. Fin a voe lakaet d’an tabut pa voe savet an [[Unvaniezh Soviedel]] ha savet Oblast emren Nagorno-Karabac’h e-barzh [[RSS Azerbaidjan|Republik Sokialour Soviedel Azerbaidjan]] e 1923. Pa’z eas an Unvaniezh Soviedel d’an traoñ e voe bec’h etre an div vro adarre. E 1991 e voe graet ur referendom en Oblast emren Nagorno-Karabac'h hag embannet dizalc'hiezh ar vroig. [[[[Brezel Nagorno-Karabac'h]]|Brezel]] a savas da-heul etre Armenianed Nagorno-Karabac'h, skoazellet gant Armenia ha Republik Azerbaidjan. Tri bloaz e padas ar brezel-se, etre 1991 ha 1994, ha pa voe graet harz-an-tan e miz Mae 1994 e oa astennet galloud republik nevez Artsac'h war ur vro kalz ledanoc'h eget an oblast kozh, peogwir e oa unanet outañ an holl zouaroù en em astenne etre Nagorno-Karabac'h hag Armenia. Eus ar c'hontreoù-se e tec'has an darn vrasañ eus an dud na oant ket Armenianed, da gaout repu er peurrest eus Azerbaidjan : 400 000 den, [[Azeri|azeriegerien]] anezho peurliesañ, a oa aet kuit, ken ma kaver bremañ ouzhpenn 95% a [[armenieg]]erien e republik Artsac'h.
 
Ur vro veneziek eo Artsac'h, gant 1 100 metr a uhelder well-wazh.