Drouizelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Reizhad.
D Astenn war an termenadur
Linenn 2:
[[ Restr:GorseddDigorHanvec1.jpg|thumb|upright=1.35|Drouiz Meur Breizh [[Gwenc'hlan Le Scouëzec]] asambles gant Archdrouiz Kembre ha Barzhez Veur Kernow o lidañ 100vet deiz-ha [[Goursez Vreizh]], e [[Hañveg]] (1999).]]

'''Drouizelezh''', a-wezhoù ''drouizouriezh'', anvet ''nevezdrouiselezh'' peurvuiañ e bed ar skol-veur, a zo anezhañ ur redenn vennozhioù, pe [[breudeuriezh|vreudeuriezhel]] pe [[relijion|relijiel]], - an daou asamblez moarvat; - evit ma vo staliet ar gendoniezh, hag an [[doujañs]] e-kenver ar bed [[natur]]el. Betek gwareziñ an endro hag ar boudoù e c’hell bezañ astennet ar savboent-se. Sevel liammoù gant ar bed naturel a ya da lakkaat an berzhidi da dostaat ouzh temzioù-spered ar relijionoù [[paganiezh|pagan]] kozh, hini an drouized a voe pennadurezhioù speredel ar [[Kelted|Gelted kozh]] da gentañ-holl.
Darnvuiañ an drouizelezh a denn d'ar [[paganiezh|baganiezh]] hag a nac'h ar relijionoù all, met e-doug an daou gantved kentañ (XVIIIvet ha XIXvet) e embanne an dalc'hidi bezañ [[kristeniezh|kristenien]] ha drouized asambles. N’eus ket anv eus an ''drouizelezh'' a-raok an XVIIIvet kantved, e [[Londrez]] hag en em kinnig muioc'h evel ul luskad sevenadurel hag, a wezhoù, keltiegour.

Azaouez ha bri e-keñver an [[Natur]] eo pennaennoù kreis an ''drouizelezh'' hag diouto e teu an tech evit kemer perzh e luskad an [[trevvaouriezh]]. Gwelet e vez ivez drouized an amzer-mañ o azaoueziñ an Hendadoù, ar re a oa o vevañ en [[Ragistor|amzerioù ragistorel]], da gentañ.

== Istor ==
En XVIIIvet kantved, pa oa ar [[Romantelezh|romantelourien]] saoz o kanmeuliñ ar [[Kelted|Gelted]] a veve e [[Preden]] e-doug [[Oadvezh an Houarn]] e kave mat an Drouized, seurtanvet ganto o-unan, klask dreveziñ beleien an amzerioù kozh-se e oa anavezet dindan an anv-mañ. Dister e voe an anaoudegezhioù diwarnowar o fennoù ha pa embann al luskad drouizel a-vremañ bezañ penn ur chadennad a savfe dezho, n’eus ket tu kavout an gendalc’herezh. Fazioù ha droukintentoù war ar grafoù-se a zo bet kavet e labourioù ar ouizeien an XVIIvet kantved ha n’int ket da vezañ miret goude m’eo aet resisoc’h ha fonnusoc’h an enklaskoù istorel.

Hervez an [[hengoun]] (distrujet e vije bet an dielloù[[diell]]où e-doug bombezadennoù Londrez), [[Urzh an Drouized]] (''Druid Order'') a zo bet diazezed e [[1717]] e Tavarn ar Wezenn-Aval (''The Apple Inn'', Covent Garden) e Londrez, ha n'eus rentañ-kont ebet eus ar palioù hag an obererezhioù. War a seblant e voe aozet an emvod kentañ gant [[John Toland]] (1669-1722), un Iwerzhonad liesgouiziek hag e c'hellfe bezañ bet lakaet da ''chosen chief'' (penn dilennet). Un oberenn heverk ha dalif a skrivas : ''Hîstory of the Religion of the Druids'' (Istor relijion an drouized)<ref>Gwenc'hlan Le Scouëzec, 2002. P. p. 63-64.</ref>.
Anavezet eo John Toland evel unan eus an diazezerien ar [[Frañmasonerezh]] hag ur spered boutin d'an daou luskad a zo a geñver ar vreudeuriezh hag ar peoc'h ha da geñver ar c'henskoazell.

Diazezet eo bet e [[1781]] [[Ancient Druid Order|Urzh an drouized gozh]] gant un nebeud artizaned ha marc’hadourien o doe anvet Henry Hurle da archdruid (arc’hdrouiz). Digoret e vo logoù all, pep hini un archdruid dezho, tro-dro da Londrez hag e-barzh ar Rouantelez-Unanet. Hiziv ez eus war-dro 200 000. Evel ma vije un tonkad evit ar breuriezhoù-se e c’hoarvezas disemglevioù hag ur skism kentañ e 1833 hag e teuas Urzh an Drouized unaniezh war wel..

E [[1791]], [[Iolo Morganwg]], ur C'hembread helennek war al lennegezh kembraek, a bedas un nebeud tud o chom e Londrez sevel Gorsedd yr Beirdd evit sevel lidoù deveret eus skridoù kozh. Treuzkaset e voe d'ar vro da c'houde heg e chomo ur skourr londrezat. Dibar eo al luskad-se pa 'z eo liammet-tre gant gant an emsav kembraek. Skourroù etrebroadel en deus aotreet e Breizh ([[Goursez Vreizh]]), [[Kerne-Veur]] (Gorsethh Kernow) ha pastell-vro kembraek e [[Arc'hantina]]. Ne weler ket aozadurioù ha ne vezont ket liammet ouzh ar [[predeneg|yezhoù predenek]].

Linenn 17:

==Termenadur==
Savet eo bet an termen "drouizelezh" diwar an anv roet d'ar re a rae war-dro an Hud relijiel e Kornog-Europa ene-doug Oadvezh an Houarn hag drouized a zo bet graet eus outo. N'eo ket kavet kendalc'herezh ebet etre ar re-se hag an drouized seurtanvet ganto o-unan en amzerioù modern. Koulskoude, emañ kalz a zrouized a-vremañ oc'h embann e reont lidoù kevatal d'ar re a voe graet er [[Ragistor]].

E-touezh diazezerien an drouizelezh e kaver, da gentañ -holl, ar C'hembread, [[Iolo Morganwg]], a fardas testennoù kembraek kinniget evel kozh-tre<ref>Titl an teskad : ''The Myvvirian Archaeology of Wales'',embannet etre 1801 ha 1807.</ref> ha dastumet [[hengoun]] a-holl-vizkoazh ar speredelezh kelt enno. Ma darn al lidoù kinniget gantañ a yeas da vezañ sevenet e-doug festival arzel an [[Eisteddfod]] (ken kozh hec'h orin ma 'z eus roud anezhi en XIIvet kantved), ne gredas ket enebiñ relijion an drouized ha ar relijion kristen ha ne veze ket gouzañvet he nac'hañ en amzer-se.

Kempred e voe embannadur barzhonegoù lakaet war gont [[Ossian]], ur barzh skos eus an amzerioù kozh, gant [[James MacPherson]]. Lennet ha prizet e voe taolennadurioù buhezioù ar Skosiz kozh gant tud illur en Europa a-bezh ([[Voltaire]], [[Napoleon]] ha [[Thomas Jefferson]]) a-raok ma vo prouet e voe goveliet pep testenn gant MacPherson e-unan. Diouzh ar skridoù-se e voe degaset muioc'h a zanvez eget an nebeud testennoù gresianek ha latin, pa n'eus ket a vammennoù kempred e yezhoù keltiek a veze implijet gant an drouized. Dre an enklask [[hendraouriezh]]el e denner nemet traezoù mut hag ne c'hell ket bezañ asur gant ar pezh a intenter diouzh deskrivadur an drouized savet gant an Iwerzhoniz goude un degad a gantvedoù. Ne c'heller ket sevel peurstudi kredennoù hag obererezhioù an drouized gozh.

Gwelet eo bet an drouizelezh, pe evel ur relijion, pe url luskad speredel, pe evel relijion an Natur. Alies e vez termenet evel ur baganiezh a-vremañ. Meur a strolladoù drouizel a zo levezonet gant an "New Age" hag enklaskoù war ar chamaniezh. O klask war a war speredelezh geltieg emaint an izili peurvuiañ. Darn anezho a gav pouezus hen termeniñ evel ar speredelezh henvroad. Bez ez eus drouized a glask kenveriañ an drouizelezh gant kredennoù henvroidi ar bed, kredennoù an henvroidi australian ha re an Amerindianed, da skouer.
[[File:Druid Order Spring Equinox Ceremony Tower Hill 2010.JPG|thumb|left|The Druid Order Ceremony at Tower Hill, London on the Spring Equinox of 2010]]

Termenet eo bet un diforc'h etre daou seurt a zrouizelezh gant an drouiz Philip Carr-Gomm, an drouizelezh sevenadurel , hini drouized kembreidi, brezhoned ha kerneveuridi evit o obererezhioù sevenadurel , hag an drouizelezh ezoterek a zo e bal ober ur relijion. Drouized grederien a gav gwelloc'h ar gouiziegez Marion Jones. Kevet e vez drouized a zarempred lidoù drouizel ha sevenadurel, met ar breuriezhoù predenek a embann n'o deus netra da weled gant ar baganiezh.