Santez Anna : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
V/k
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Santez Anna''' eo mamm ar [[Gwerc'hez Vari|Werc'hez Vari]] ha mamm-gozh [[Jezuz]] er [[katoligiezh|relijion gatolik]].<br />
Adkavet e vez ivez en hengoun muzulman gant an anv Hannah. N'eus lodenn ebet eus an [[Testamant Nevez]] hag a ro tro da lenn testennoù liammet gant mamm-gozh Jezuz-Krist. An istorourien a soñj dezho e c'hellfe bezañ un diaz munut istorel d'an dudenn er-maez eus ar vojennoù. En hengoun kristen e reer liamm etrezi ha Hanna mamm Samuel ar profed ha barner diwezhañ Israel. Ar memestra a vez graet gant an hengoun islamek.
 
Enoret e vez ivez he fried [[Joachim (pried Anna)|Joachim]].
 
== E Breizh ==
Enoret eo e meur a lec'h e [[Breizh]], ha dreist-holl e [[Santez-Anna-Wened]], e-kichen an [[Alre]], hag e [[Chapel Santez Anna ar Palud|Santez-Anna-ar-Palud]], er [[Porzhe]]. Patronez Breizh eo. Gouestlet eo bet Breizh da Santez Anna gant ar [[Pab]] [[Pi X]] d'ar [[26 a viz Gouere]] 1914.