Serj Richard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 34:
 
==Pariz==
Meur a vloaz e oa bet o kelenn brezhoneg e korn-bro Pariz (etre 1981 ha 1992) a-raok distreiñdont da Vreizh e 1992. Kelenner eo bet e Ti Ar Yaouankiz (22 straed Delambre, el lec'h m'emañ Ti Ar Vretoned) da gentañ adalek 1980, da c'houde e liseoù Plaisir, Massy, Nanterre ha Meudon hag e Skol-Veur Pariz III (ILPGA / ''Institut de Linguistique et de Phonétique Générale et Appliquée'', etre 1988 ha 1992).
 
Stourm kalet en deus graet e 1987 evit dont a-benn da vezañ entitlet evel AE brezhoneg (Adjoint d'Enseignement) goude bezañ bet MA brezhoneg (Maître Auxiliaire). Meur a staj en deus aozet ivez, a-gevret gant [[Ronan Tremel]], evel ezel eus ar gevredigezh KBDP (Kelennerien war ar Brezhoneg an Deskadurezh Publik), da gentañ, ha da c'houde evel Prezidant ar gevredigezh etre 1989 ha 1992: Stajoù e Rijsel ([[Lille]]) ha [[Brusel]], en [[Orleañs]] hag e [[Pariz]] un tammig e pep lec'h (Sorbonne, Pariz VIII, Lise Voltaire...).