Ronan ar C'hoadig : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Ronan ar C’hoadig''' (ganet e Sant-Brieg d'an {{deiziad|9|C'hwevrer|1962}} zo kelenner brezhoneg e Skol-veur Roazhon 2. Desavet eo bet e rannvro Bariz en ur famil..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Desavet eo bet e rannvro Bariz en ur familh Bretoned. E 1978, hag eñ yaouank c'hoazh, e voe harzet gant ar polis, asambles gant e vreur Erwan, ha tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh en [[FLB]]. Evel meur a hini all e voe gwenaaet ha lezet da vont e 1981, goude dilennadeg [[François Mitterrand]]. Da c'houde en doa graet studioù en Institut d'études politiques e Pariz en 1986, ha kendalc'het en doa gant studioù skiantoù sokial. Kelenner lise e oa bet e Breizh e-pad pevar bloaz. Goude e oa bet anvet e penn [[Ti-embann ar skolioù|TES]], ma oa chomet e-pad seizh vloaz.
Un doktorelezh sokiologiezh en doa tapet e 1997 e [[Skol-veur Breizh-Izel]], gant un dezenn diwar-benn an identelezh vreizhek<ref>[http://www.theses.fr/1997BRES1001 lL'identité bretonne, par Ronan Le Coadic]</ref>. Anvet e oa bet da vestr-prezegenner en ensavadur stummañ ar vistri e Sant-Brieg e 1999. Hag e 2010 e oa bet anvet da gelenner brezhoneg e Skol-veur Roazhon 2.
 
Bez' eo unan eus ar re a gas war-raok labourioù [Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek]], gant ur bodad-studi e Roazhon war ar minorelezhioù anvet Ermine<ref>[https://intranet.univ-rennes2.fr/crbc/ermine Équipe de recherche sur les minorités nationales et les ethnicités - ERMINE]</ref>. Prezidant ar gevredigezh ''Mignoned Anjela''<ref>[https://www.anjela.org/oberenn/?lang=bz Mignoned Anjela]</ref> eo ivez, ur gevredigezh hag a bled gant oberenn [[Anjela Duval]].
 
==Notennoù==