Drouizelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lidadegoù + lec'hioù (kendalc'h)
+ Barzhoniezh, Arzoù
Linenn 42:
== Lec'hioù ==
Gwelloc'h e kav dezho an drouized ober o lidoù dindan an amzer e kreiz ur [[gweledva]] heverk pe tost d'un takad ragistorel, meurvaenel peurvuiañ, ha pa ne gred ket mui an drouized a-vremañ e voe savet arn oberoù-se gant an drouized gozh. Ul liamm arouezel gant [[lignez]]ioù o [[hendad]]où eo ken. Hervez drouized zo eo al lec'hioù-se pe ti Spered al lec'h pe [[kreizenn|greizennoù]] energiezh liammet gant an dourioù dindan. A-wezhioù e sav an drouized a-vremañ kelc'hioù mein pe taolioù-maen (anvet mein-log gant Goursez Vreizh). E Iwerzhon hag er [[Rouantelezh-Unanet]] e vez staliet lochoù c'hweziñ en ur heuliañ embregoù an [[New Age]] a z bet amprestestet d'an [[Amerindianed]].
 
== Ar [[barzhoniezh|varzhoniezh]] hag an arzhoù all ==
Ur pouez bras a ya d'ar varzhoniezh savet diwar an Awen pa vije-hi ur varregezh dibar d'an drouizez gozh ha pa vez treuzkaset an anaoudegezhioù drezi er sevenadurioù anskrid, ha muioc'h c'hoazh d'ar [[barzh|varzhed]] gozh. Ar ''varzhouriezh'' a zo kevatal d'an drouizelezh e skridoù diazezerien Goursez Vreizh<ref>Kavet e vez ''Skol ar Varzhed'' ha ''Skolaj ar Varzhed'' evit envel Goursez Vreizh en ur mod fetisoc'h.</ref>. Dibunañ barzhonegoù a vez gwelet gant an drouized a-vremañ a vez priziet pa kredont e vezont-int awenet gant un nerzh doueel.<br> Sklaeroc'h eo e Bro-Gembre pa veze aozet kentstrivadegoù evit ar varzhed, ar ganerien hag ar sonerien abaoe ar Grennamzer. Pa veze dalc'het ar festivalioù-se ur sizun-pad e voe anvet "''[[Eisteddfod|Eisteddfodau]]''" (eizhtez bodoù) hag voe gwelet e pep korn ar vro, a-raok ma veze dalc'het an ''Eisteddfod'' vroadel. War-nes mont da get e oant pa voe adkmeret an aozadur e 1819 gant Gorsedd y Beirdd<ref>Liester ar ger ''bardd'' eo ''beirdd'', barzh e brezhoneg a-vremañ.</ref>, ar vreuriezh savet diwar mennozhioù ha skridoù Iolo Morganwg. Ouzhpennet e voe d'ar c'hentrivadegoù lidadegoù bloaz Gorsedd y Beirdd gant lidoù drouizel ha degemerioù solenn d'an izili nevez.<br>
An istorioù kaer<ref>Storytelling.</ref> a ya d'ober [[kinkladur]] kefredel an drouizelezh. Tennet e vezont, peurvuiañ, eus lennegezh bobl ar broioù keltiek, hag eus [[mojenn Arzhur]] alies a-walc'h. Eus sonerezh hengounel ar broioù keltiek (pe bet keltiek) e vez tennet splet ivez (Breizh, Breizh-Veur, Iwerzhon) hag e vez dibabet [[benveg-seniñ|binvioù-seniñ]] evel [[telenn]]où, [[binioù]], gimbardoù, bodhranoù, [[fleüt]]où, marteze abalamour da levezon ar sonerezh iwerzhonat<ref>Mennozh ar c'heltiegour Harvey.</ref>.
 
== Levrlennadurezh ==