Carmina Gadelica : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 21 Kzu 2020 da 22:05

Carmina Gadelica a zo un pikol teskad kantikoù, kanaouennoù-pobl, barzhonegoù, krennlavarioù, geriouegoù, istorioù a-gozh pe hengounel ha traou gwelet en Natur, c'hewec'h levrenn ennañ, dastumet etre 1860 ha 1909 gant Alexandre Carmichael (1832-1912) e Enezeier Kornog Bro-Skos, er Gouezelegva. Gant sikour e familh e notennas an dafar, a-raok treiñ, aozañ ha kempenn evit an embann.

Title page of volume 3

Oberourien hag embannadurioù

Gant Alexandre Carmichael, e dud-kar hag e vignoned e voe prientet embannadenn an div levrenn gentañ e 1900 hag e reas e verc'h, Ella, war-dro an adembannadur a zeuas er-maez e 1928. Dre lîzhiri Carmichael e komprener e voe bet raktreset ul levrenn all d'an nebeutañ. Diwar ar paperioù legadet e prientas e vab-bihan, James Carmchael, un trede levrenn e 1940 hag ur pevare e 1941. Ur pemped levrenn, kanaouennoù dreist-holl, a zeuas er maez e 1954 a -drugarez d'ar c'helenner skol-veur, Angus Matheson (1912-1962). Hemañ, harpet gant e vreur, William, a gempennas embannadenn ar c'hwevred levrenn, ur pikol geriaoueg ha veneger enni, hag e zeuas er-maez e 1971.
E 1992 e voe graet un droidigezh saoznek kentskrivet gant John MacInnes. E 2006 ec'h embannas an ti-embann Floris dindan stumm ul levr an holl levrennoù asambles, Ortha nan Gàidheal : Carmina Gadelica.



Liammoù diavaezh