Kelenn (kreizenn stummañ) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D Ouzhp. derou an istor
Linenn 1:
'''Kelenn''' zo ur skol da stummañ skolaerien[[skolaer]]ien, [[kelenner]]ien ha implijerien ar c'helenn e-barzh [[Diwan]].
 
Krouet eo bet e [[1997]] evit kas war-raok ar stummadurioù a oa kaset war-eeun gant Diwan betek ar bloavezh-se. E 2013 eo renet gant [[Eliane Kerjoant]]. Pal ofisiel ar greizenn zo ""Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek"
 
==ISLRF==
Kemer a ra perzh Kelenn en ur rouedad kreizennoù stummañ liammet gant skolioù kevredigezhel ar yezhoù all ([[okitaneg]], [[katalaneg]], [[elzaseg]], [[euskareg]]) holl divyezhek dre soubidigezh. Ul lec'hienn eus an <u>[[ISLRF]]</u> (pe '''Institut Supérieur des Langues de la République Française''') eo.
 
== Istor ==
Digoret e voe ar greizenn e Gwengolo 1997 e-barzh kreizenn skol-veur dizamkan Kemper gant 15 studier enni. Embann a reas ar renerez gentañ, Josette Gwegen, <ref>Jean-Charles Pérazzi, Diwan, vingt-ans d'enthousisame, de doutes et d'espoir, p.79.</ref>. Galvet e voe tud arbennigourien war an hentenn Freinet, ar [[korollouriezh|gorollouriezh]] (evit kelenn ar bredloc'hadezh), war ar sinema hag war arbennigiezhoù all.<br>
Pa voe treuzlec'hiet [[Skolaj Diwan Jakez Riou]] e voe staliet en ur skol publik gozh, 3 Straed Vañde, e Kemper, asamblez gant eil skol Diwan Kemper. Miret e voe ur sal diskouezadegoù evit kaosevel ul liamm gant buhez an arzoù.<br>
Pa voe bet ar [[magouri]]où brezhonek war greskaat e voe ouzhpennet ur stummadur evit ober war-dro ar bugaligoù, he fal "stummañ tud d'ar brezhoneg ar muioc'h ma c'heller ken e vint gouest d'e implij pa vo dezho da labourat tost d'ar babigoù ".
 
==Stummañ==
Kinnig a ra stummadurioù pe e vefe evit kelenn er skolioù, er skolajoù, el lise, pe c'hoazh evit ober ur vicher all liammet gant ar c'helenn (skoazelle(ez), animatour(ez) eil derez...), implijerien(ezed) er magourioù.
 
==Liammoù diavaez==
* Kelenn, kinniget e lec'hienn Diwan Breizh [http://www.diwanbreizh.org/sections.php4?op=viewarticle&artid=19 ]
* Lec'hienn Kelenn: [http://www.kelenn.frbzh/index.php/br/?option=com_content&view=article&id=1&Itemid=117&lang=fr Lec'hienn internet]
* http://www.journal-officiel.gouv.fr/publications/assoccpt/pdf/2010/3009/444050405_30092010.pdf
* Lec'hienn an ISLRF / APRENE : [http://aprene.org/node/187]