Annwn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Annwn''', '''Annwfn''' pe '''Annwvyn''' eo anv [[krenngembraek]] Bed All ar [[Kelted|Gelted]] e [[Mitologiezh|gwengelouriezh]] [[Kembre]]. Un doare [[baradoz]] eo ''Annwn'' er skridoù koshañ. War an diwezhadoù avat e teuas da vout ur seurt [[ifern]], dindan levezon ar [[kristeniezh|gristeniezh]].
 
Er [[Mabinogi|''Mabinogi'']] eo [[Arawn]] eo roue Annwn, diwezhatoc'h e kaver anv eus [[Gwyn ap Nudd]] e [[Danvez Breizh|lennegezh arzhurel]]. E mojenn ''[[Pwyll Pendefig Dyfed|Pwyll priñs Dyfed]]'' (kembraeg [[Pwyll Pendefig Dyfed|''Pwyll Pendefig Dyfed'']]) hag e danevelloù all e tiskouezer ''Annwn'' evel ul lec'h a levenez hag a builhentez.<ref name=":0">Fañch Èlies Abeozen (troidigezh), ''Pevar Skourr ar Mabinogi'', (Kemper :, Preder, 1980), ppp. 25-51.</ref>
 
== Etimologiezh ==
Damantañ a ra ar mammennoù krenngembraek e roed d'ar ger ar ster « don-kenañ » er [[Krennamzer|Grennamzer]].<ref>Patrick Sims-Williams, « Some Celtic otherworld terms », en Ann T. E. Matonis ha Daniel F. Mela (emb.),e-barzh ''Celtic Language, Celtic Culture : a Festschrift for Eric P. Hamp'', renet gant Ann T. E. Matonis ha Daniel F. Mela, Van Nuys ([[Kalifornia|Kal.]]), Ford & Bailie, 1990, p. 57–84.</ref> Kavout a reer ar stumm galianek ''antumnos'' war ar [[plom al Larzac]]<ref>Plom al Larzac. Gw. http://www.arbre-celtique.com/encyclopedie/plomb-du-larzac-233.htm</ref> a lakfe da soñjal e teu an anv eus *''ande-dubnos'', ur ger a gaver e [[predeneg]] hag e [[galianeg]] gant ar ster lizherennel « ar bed a-zindan ».<ref>Pierre-Yves Lambert, ''La langue gauloise : description linguistique, commentaire d’inscriptions choisies'', eil emb., Pariz, Errance, 2003.</ref> Distagadur ar ger kembraek a-vremañ a zo [ˈanʊn].
 
== Lec'hierezh ==
Klotañ a ra ar mojennerezh predenek gant an hini gouezelek amañ. Krediñ a raed edo ar Bed All pe war un enezenn pe dindan an douar.<ref>[[John T. Koch]] (emb.rener), ''Celtic Culture, : a Historical Encyclopedia'', (Santa Barbara, Ca(Kal.:), ABC-Clio, 2006), ppp. 1404-1405.</ref> E kentañ skourr ar ''Mabinogi'' n'eo ket meneget pelec'h emañ ''Annwn'', zoken ma komprener e c'hellfe bezañ e Dyfed.<ref name=":0" /> Er barzhoneg krenngembraeg [[Preiddeu Annwfn|''Preiddeu Annwfn'']] a gaver e ''[[Levr Taliesin]]'' eo diskouezet ''Annwn'' evel un enezenn : "''yg kaer pedryfan ynys pybyrdor''" ("e Kêr Pedryvan, enez an nor galet", rann 3, gwerzenn 2). Daou vanvez hud all a c'hoarvez en eil skourr ar ''Mabinogi'' ; lec'hiet int en [[Harlech]], e Gwalarn [[Kembre|Bro-Gembre]], ha war [[Enez Gwales]] e Mervent [[Sir Benfro]].
 
== Lennegezh kembraek ==
===Er ''Mabinogi''===
Kavout a reer Annwn e ''Pevar Skourr ar Mabinogi'', ur strollad peder mojenn eus penn-kentañ ar grennamzerGrennamzer.<ref name=":0" />
 
Er c'hentañ skourr, an danevell [[Pwyll Pendefig Dyfed|''Pwyll Priñs Dyfed'']], e weler [[Pwyll, priñs Dyfed|Pwyll]] o vont da chaseal da saonenn [[Glyn Cuch]], a zo e [[Dyfed]]. Gant e [[chas]] ez a war-lerc'h ur [[karv|c'harv]] a vo lazhet gant chas iskis Arawn. Annoazhañ a ra Pwyll Arawn pa gemer e chas dezhañ preiz roue Annwn. A-benn bezañ daskoret e kinnig Arawn un emglev. Kudenn en deus gant ur priñs all, [[Hafgan]], hag a-benn hen skoazell-eñ e kinnig da bPwyll eilpennañ o flasennoù - bez e vo Pwyll roue Annwn e-pad ur bloaz, hag Arawn roue Dyfed en hevelep mare. Asantiñ a ra Pwyll. Neuze e ro an danevell un daolenn eus Annwn ha buhez Pwyll aze. Laouen eo Pwyll e-pad ar bloavezh-se ha tennañ a ra pep plijadur eus Annwn hep kousket gant gwreg Arawn. E penn ar bloaz e c'hounez grad vat Arawn ha reiñ a reer dezhañ an anv ''Penn Annwn''.
Linenn 27:
Diazezet eo film John Fawcett ''[[The Dark]]'' (2005) war romant Simon Maginn ''[[Sheep]]'', hag e-barzh e kaver mojenn ''Annwn''.
 
E-barzh e romantoù Sorrowline ha Timesmith e tiskouez ar skrivagner saoz [[Niel Bushnell]] un enezenn anvet ''Annwn'' er Bed All.<ref>Neil Bushnell, ''Sorrowline'', (Andersen Press, 2013). <nowiki>ISBN 9781849395236</nowiki></ref>
 
Kemeret en doa ar skrivagner kembreat David Jones Annwn (ganet e 1953) e anv e 1975 en homaj d'e eontr, ar barzh kembreat Henry Lloyd "ap Hefin" ("map deiz gouel Yann").