Kanenn ar C'hanennoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: t a → t a using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Setu ar pezh a gaver e troidigezh An Tour-Tan (Levrenn 4, 1984, pp267-268) a zivout an oberenn-se :
 
"Pe dalvoudegezh en deus ar skrid-mañ : un oberenn a lennegezh voutin, pe un destenn a varzhoniezh kevrinus, ur skridenn relijiel pe get ? Ar vurutellerion n'int ket a-unvan. Evit darn anezho, n'eus amañ nemet kanaouennoù-eured, barzhonegoù a garantez [...]
 
Hep na vefent liammet strizh kenetrezo, ez eus koulskoude ur pennvenoz oc'h ober o unanded : diskouez a reont karantez ar priedoù yaouank, o levenez da vevañ unanet korf hag ene, o boem pa 'n em gavont an eil gant egile, bervder ar garantez a entan o boud a-bezh, nerzh al liamm a genstag an eil ouzh egile hag a zo ken kreñv hag ar marv. Daoust hag o kanañ karantez ar priedoù, n'eo ket ivez ur meulgan d'o C'hrouer en deus fellet d'ar barzhonegour sevel ? [...]
 
E-pad milvedoù, n'o deus gwelet ar Yuzevion er Ganenn-mañ netra estreget diskuliadur ar c'hevrin m'eo karantez an Aotroù e-keñver e bobl [...]
 
Ar Gristenion, war o lerc'h, hag abaoe ar penn kentañ, o deus gwelet ivez er Ganenn, en tu-hont da daolennadur ar garantez priedel, ur skeudenn varzhoniel eus eured kevrinus ar C'hrist hag e Iliz..."