Emgann Muqdisho (1993) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Emgann Muqdisho''' ([[somalieg]]: Maalintii Rangers, '"Devezh ar Rangers"'), lesanvet '''Black Hawk Down incident''', a oa ul lodenn eus an [[Oberiadur-brezel Gothic Serpent]]. Stourmet e oa bet d'an 3 ha d'ar [[4 a viz Du]] [[1993]], e [[Muqdisho]], e [[Somalia]], etre nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika harpet gant an [[UNOSOM II]] ha milisianed leal da [[Mohamed Farrah Aidid]]. Ul lodenn eo eus stourmoù harzel [[brezel diabarzh Somalia]]. Abaoe 1991 e oa aet an traoù war fallaat er vro betek ma voe naonegezh; [[Aozadur ar Broadoù Unanet]] a oa o klask harpañ an drevourien evit reiñ boued dezho dre aer. A-benn ar fin e voe kemmet ar gefridi evit klask degas an demokratelezh en-dro er vro gant ur gouarnamant.
 
Aidid, n'en doa ket c'hoant kaout liamm gant an ABU. Un nerzh kas Rangers stadunanat a oa bet kefridiet gant herzel daou letananat uhel eus Aidid e-kerzh un emvod e kêr. Pal an oberiadur a oa bet tizhet, met troet e oa fall an traoù memestra rak degaset e oa bet Emgann gwadus Muqdishou. An oberaidur-brezel a oa kroget d'an [[3 a viz Here]] [[1993]], Sañset e oa padout un eur, kendalc'het e oa an noz pad betek ma vefe echuet gant an oberiadur-sikour d'ar 4 a viz Here 1993.
 
An dagadenn a oa bet unan dre aer ha zouar. E-kerzh an oberiadur e oa degouezhet nerzhioù stourm somalian a oa deuet a-benn da bilañ div biñsaskell [[Sikorsky UH-60 Black Hawk]] oc'h implij banner roketennoù [[RPG-7]]. Klasket e oa bet difenn ha saveteiñ bourzhidi ar biñsaskellioù, ar pezh a oa bet diskouezet er film [[Black Hawk Down (film)|Black Hawk Down]] embannet e 2001. Kendalc'het e oa ar stourm e-kerzh an noz evit difenn ar biñsaskellioù ha dreistbeverien ar gwallzarvoud. [[Mailh-tenner|Daou denner eus ar gwellañ]] a oa bet a youl vat evit bezañ kaset betek eno, marvet e oant hag enoret gant ar [[Medal of Honor]]. Ar mintinvezh, an UNOSOM II a oa deuet a-benn da dizhout lec'h ar gwallzarvoudoù biñsaskell gant kirri hobregonet, kolloù all a oa bet met deuet e oa a-benn an oberiadur-sikour da saeteiñ an dreistbeverien.
 
[[Rummad:Istor Somalia]]