Republik Pobl Sina : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1888912 a-berzh 2A01:CB05:620:DC00:D515:18B0:4B4B:FF9B (kaozeal) ?
Tikedenn : Dizober
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 44:
| '''Kod war ar Genrouedad'''||.cn
|}
Ar [[riez]] gant ar boblañs stankañ er bed eo '''Republik PoblelPobl Sina'''<ref>Distaget eo Sina [[Simboloù SAMPA brezhoneg|(SAMPA)]] /"si:na/ pe /"Si:na/. </ref> ([[sinaeg]]: 中华人民共和国, [[pinyin]]: ''Zhōnghuá Rénmín Gònghéguó''). Pa 'z eus bet meur a [[riez]] war an [[tiriad]] ma reer gant an anv-se, unanet eo bet e-pad prantadoù bras e istor a gaver roudoù anezhi [[3de milved kent Jezuz-krist|3 mil bloaz kent Jezuz-Krist]]. Abaoe [[1949]] eo Sina ur "republik ar bobl" dindan renadur [[Strollad Komunour Sina]].
 
Rannet eo ar vro etre 22 broviñs, 5 rannvro damemren, ha 3 c'hêr damemren. Ur sevenadur gwriziet e don an Istor ha gant perzhioù dibar a zo bet o ren war an tiriadoù aloubet gant ar Sinaiz. Levezonet o-deus kalz ar Sinaiz ar pobloù nesañ evel ar [[Korea|Goreiz]], [[Japan]]iz hag an [[Indez-Sina]]iz ([[Viêt Nam|Viêtnamiz]], [[Kambodja|Kambodjiz]] ha [[Laos]]iz).
 
Abaoe m’eo bet krouet '''Republik PoblelPobl Sina''' [[1949]] ez eo renet gant [[Strollad Komunour Sina]]. Ar vro an hini eo zo ar muiañ a dud o chom enni er bed, en tu-hont da 1,3 milion a annezidi. Tud eus an etniezh [[Sinat Han|Han]] eo an darn vrasañ eus an dud zo o chom enni. 9 574 479 km² eo ar gorread anezhi. Ar vro vrasañ eus Reter Azia eo eta hag ar pevare bro a-fet ment er bed a-bezh, dres war-lerc’h [[Rusia]], [[Kanada]] ha [[Stadoù-Unanet Amerika]]. [[Harz]]où zo etre Republik Pobl Sina ha 14 bro : [[Viêt Nam]], [[Laos]], [[Birmania]] (Myanmar), [[India]], [[Bhoutan]], [[Nepal]], [[Pakistan]], [[Afghanistan]], [[Tadjikistan]], [[Kirgizstan]], [[Kazakstan]], [[Rusia]], [[Mongolia]], [[Korea an Norzh]]. Daoust ma soñjer ez eo ur vro [[komunouriezh|gomunour]] he deus degemeret Republik PoblelPobl Sina un « armerzh nevidel sokialour » ma vez mesket ar [[frankizouriezh]] armerzhel hag ar politikerezh kontrollet hervez ur formulenn dibar.
 
Kudennoù a bep seurt zo gant Sina evit a sell ouzh bonnañ he harzoù. Kudenn an harzoù etre Republik Pobl Sina ha [[Republik Sina]], hemañ ur proviñs, [[enez]]enn Taiwan hag un nebeut enezennoù, bet disrannet eus Sina goude 1949, n’eo ket an disterañ anezho ha, pell ac’hano, n’eo ket diroueslet c’hoazh, ma lavar eo ul lodenn dizisrannus anezhi. [[Dizemglev]] zo ivez etre [[Sina]] ha teir bro all – [[Malaysia|Malaizia]], [[Viêt Nam]], [[Indonezia]] – evit a sell kontrollañ [[Mor Su Sina]]. Goulenn a ra Sina, evit gwir, derc’hel beli war un nebeud inizi strategel, en o zouez an [[Inizi Spratly]] hag an [[Inizi Paracel]].
 
Abaoe m’eo bet eilroet [[Hong Kong]] ha [[Macao]] e ra « Sina ar c’hevandir » dave peurliesañ da Republik PoblelPobl Sina war-bouez an div rannvro velestradurel ispisial-se.
 
Er pevare renk emañ evit a sell [[Produadur diabarzh kriz|PDK]], dres war-lerc’h ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]], [[Japan]] hag [[Alamagn]]. Abaoe 2005 emañ [[Sina]] dirak [[Frañs]] hag ar [[Rouantelezh-Unanet]].
Linenn 58:
== Istor ==
 
Goude an [[Eil Brezel-bed]], e [[1949]], e voe lakaet un termen d’ar [[brezel diabarzh]] etre Strollad Komunour Sina ha [[Guomindang]] pe [[Kuo-Min-Tang]], p’o doa lakaet ar Gomunourien o beli war Sina ar C’hevandir (enezenn [[Hainan]] e-barzh), ha p’en doa lakaet ar [[Guomindang]] e veli war Taiwan, kerkoulz hag un nebeud inizi tal ar [[Fujian]]. D’ar 1añ a viz Here 1949 en doa disklêriet [[Mao Zedong]] [[diazezadur]] Republik PoblelPobl Sina war ar [[Plasenn Tiananmen|Plasenn Tiān'ānmén]], e [[Beijing]], ha krouet en doa ar Stad komunour hag embannet en doa ivez : « Sinaiz zo aet en o sav ».
 
Un dra anat a denn d’ar prantad kentañ eus ar [[riez]] yaouank-se eo [[renadur]] [[Mao Zedong]]. Dizemglevioù taer pe taeroc’h a sav etre an dud diwar-benn an [[hêrezh]]-se, dreist-holl pa vez graet anv eus ar [[politikerezh]] aotrouniek a veze kaset gantañ d’ar mare-se (an dud a spered bannet er-maez da-heul ar c’houlzad [[Koulzad ar C’hant Bleunienn]]), ar mankoù evit a sell merañ armerzh ar vro (hervez ar mammennoù, etre 20 ha 30 milion a dud a oa marvet da vare an [[naonegezh]]ioù bras a gouezhas war ar vro e-pad [[Ar pezh mell Lamm war-raok]]), hag ar sevenadur gwallgaset (preizhet e oa bet ul lodenn vras eus an traoù a yae d’ober glad sevenadurel Sina da vare ar [[Dispac’h sevenadurel]]). Koulskoude e sav [[tabut]]où etre an dud c’hoazh diwar-benn ar [[prantad]]-se, dreist-holl evit a sell an niver a dud zo bet lazhet hag evit a sell ar rag hag ar perag eus [[Ar pezh mell Lamm war-raok]].
Linenn 70:
Peurliesañ e vez kavet [[abeg]] en adreizhoù armerzhel-se gant ar gouerien baourañ, an arsellerien estren hag an disrannerien a stourm ouzh ar renad komunour. Merkout a ra an dud-se ez eus bet krouet diforc’hioù bras etre an dud, ez vez gwall saotret ar vro, e vez prenet muioc’h-mui a [[kargad|gargidi]], ez eus muioc’h-mui a dud en [[dilabour]] hag e vez meret fall an embregerezhioù-Stad. Dre-benn da se emañ ar [[renad]] en arvar da vezañ distabilaet. Hervez obererien zo, a vez kaset ar vuhez politikel ganto e Sina, [[kazetennerezh|kazetennerien]] ha tud a lezenn ne vez ket graet trawalc’h a adreizhoù potitikel evit mont war-zu muioc’h a [[demokratelezh|zemokratelezh]].
 
Daoust m’eo aet Sina tre en un armerzh marc’had hollekaet, an [[ABK]] (Aozadur bedel ar c’henwerzh), emañ bepred Strollad Komunour Sina o kontrollañ ar vro e-unan-penn ha kerderc’hel a ra da ren ar vro gant ur politikerezh a laka ar wask war ar strolladoù a c’hallfe lakaat e bennaotrouniezh en arvar. An darn vrasañ eus hec’h eneberien zo izili eus minorelezhioù zo (eus [[Tibet]] ha [[Xinjiang]] dreist-holl. Tud eus an etniezh [[Han]], anezho izili eus ar renkad kêrel, zo ivez, pe disrannerien zo o vevañ en estrenvro. Komzet e vez kalz diwar-benn ar gudenn a sav e Republik PoblelPobl Sina evit a sell « Gwirioù Mab-den » hag abalamour da se ez eus tu da lakaat ar [[gwask|wask]] war armerzh ar vro evit ma vefe doujet muioc’h outo.
Da-heul ar [[manifestadeg]]où a voe aozet war ar [[plasenn Tianannmenn|blasenn Tian Anmen]] d’ar [[4 a viz Mezheven]] [[1989]], ma voe tamallet d’ar gouarnamant ne zouje ket ouzh Gwirioù mab-Den, e oa bet lakaet an [[embargo]] war gwerzh an armoù da Sina.
 
D’ar [[4 a viz Kerzu]] [[1982]] e voe degemeret ar [[bonreizh|vonreizh]] zo e talvoud en deiz a hiziv gant Republik PoblelPobl Sina.
 
== Politikerezh diabarzh ==
Linenn 80:
''Al lodenn amañ dindan a sell Sina ar c’hevandir.''
 
Ur Stad komunour eo bet Republik PoblelPobl Sina e-pad an darn vrasañ eus an {{XXvet kantved}}, hervez terminologiezh ar skiantoù politikel. Kalz a arsellerien, war-bouez an dud a studi ar politikerezh, a soñj dezho ez eo bepred ur Stad komunour. Diaes eo gouzout da vat petra eo natur framm politikel Republik PoblelPobl Sina. Tud zo o deus lavaret ez eo ur renad [[aotrouniezh|aotrouniek]], [[komunouriezh|komunour]], [[sokialouriezh|sokialour]]. Kalz a dud, koulskoude, a gav gwelloc’h dezho ober war un dro gant ar [[ger]]ioù « komunouriezh » ha « kevalouriezh » evit deskrivañ Republik Pobl Sina. Kinniget en doa Deng Xiao Ping ober gant an droienn « Sokialouriezh nevidel » evit deskrivañ [[emdroadur]] Republik PoblelPobl Sina.
Ar gomunourien a soñj dezho e rank ur gevredigezh komunour bezañ renet, evit gwir, gant al labourerien. Nac’het o deus anavezout Sina evel ur vro gomunour hag a-wechoù e kavont gwelloc’h komz eus « kevalouriezh-Stad ».
Linenn 94:
== Politikerezh diavaez ==
 
Kenderc’hel a ra Republik Sina da gaout [[darempred]]où diplomatel gant an darn vrasañ eus ar broioù e pevar c’horn ar bed, nemet gant ar re a vir darempredoù gant [[Republik Sina]]. Evit skoulmañ darempredoù ofisiel gant Republik PoblelPobl Sina ez eo ret d’ar broioù anavezout Republik Sina evel ul lodenn anezhi. Difenn a ra groñs ouzh sternerien bolitikel Taiwan dont da Sina, met roet e oa bet [[aotre]] dezho da vont tre e Sina da-geñver an emvodoù a oa bet aozet du-hont e 2005, kerkoulz ha da dTenzin Gyatso ha d’ar 14vet [[Dalai Lama]]. Berzet e vez ouzh [[Li Hongzhi]], bet krouet al lusk speredel [[Falun gong]] gantañ, mont da Sina ivez.
 
E 1971 e voe erlerc’hiet Republik Sina gant Republik PoblekPobl Sina er Broadoù Unanet. Unan eus 5 ezel-pad ar C’huzul-surentez eo. P'eo bet Republik Pobl Sina unan eus izili diazezerien [[Aozadur ar Broadoù Unanet]], petra bennak ma n’he deus morse kemeret perzh e krouidigezh ar Broadoù Unanet.
 
Unan eus izili pennañ eus [[Luskad ar broioù n’int ket a-steud]] eo bet Sina met en deiz a hiziv n’eo nemet arsellerez. N’eo ket dreist an ''darempred''où etre Sina ha Japan abaoe meur a zekvloaziad abalamour d’an torfedoù bet graet gant Japan gwechall, [[lazhadeg Nankin]] peurgetket. Kalz a vroadoù eus ar c’hornôg a gav abeg e Sina peogwir e vez gwallet gwirioù Mab-den ganti. Aet e oa an darempredoù diplomatel war washaat etre ar broioù-se ha Sina e 1989, pa oa bet freuz ha reuz war ar blasenn Tiān'ānmén. Koulskoude, abaoe m’eo bet kreñvaet liammoù armerzhel Republik PoblelPobl Sina gant Europa hag ar Stadoù-Unanet, ne vez ket mui pouezet kement-se warni evit goulenn diganti doujañ da wirioù Mab-den ken. E miz Mae 1999 he doa lakaet ur bombezer B-2 teir bombezenn, heñchet dre loarell, da darzhañ war kannati Sina e [[Beograd]], e-pad ar brezel e Kosovo. Tri c’heodedour sinat a oa bet lazhet. Disklêriet o doa ar Stadoù-Unanet e oant faziet dre ma oa bet implijet kartennoù kozh a zeue eus an Ajañs Vroadel evit ar skeudennerezh hag ar gartennouriezh (deuet da vezañ Ajañs Vroadel an naouegezh douaroniel-hag-egorel hiziv). Droukkemeret o dije ar c’hannati evit un ti a oa perc’hennet gant gouarnamant Yougoslavia. Ne gred gouarnamant Sina tamm ebet en displegadenn-se. Soñjal a ra dezhañ kentoc’h e oa bet graet ar [[gwalldaol]]-se a-ratozh-kaer. E miz [[Ebrel]] [[2001]] e oa bet un nijerez-spiañ amerikan EP-3E Aries, a oa oc’h anavezout en egorenn vilourel Sina, tost da enez Hainan, o stekiñ en un nijerez vilourel sinat. Flastret e oa bet an nijerez sinat ha lazhet e oa bet al loman, da c’houde he doa leuriet prim an nijerez amerikan war enez Hainan. Klevout a reer ur son nemetken gant pennadurezhioù an div vro-se : diskleriañ a ra renerien ar Stadoù-Unanet e oa o nijerez o nijal a-us d’an doureier etrebroadel, tra ma tisklêr renerien Republika PoblelPobl Sina e oa o nijerez o nijal a-us d’he Zakad Armerzhel Dispellaus (TAP). Ouzhpenn-se e laka an eil skipailh ar “gwallzarvoud” war gont egile. E-pad 12 devezh e voe dalc’het ar skipailh 24 Amerikan gant Sinaiz a-raok reiñ o frankiz dezho, tra ma oa deuet tennoc’h an darempredoù etre an div vro. Tenn e oa bet an traoù etre an div vro ivez pa oa deuet er-maez an danevell Cox e 1999. Diskêriet e oa bet en danevell-se e oa bet lakaet ar sekredoù nukleel amerikan en arvar gant servijoù spiañ Republik PoblekPobl Sina e-pad meur a zekvloaziad.
 
Estreget Taiwan ez eus dizemglevioù gant Republik PoblekPobl Sina ha tiriadoù all. Hervez gouarnamant Republik PoblelPobl Sina e teu ar c’hudennoù abalamour d’al luskadoù broadelour. Er c’hontrol e vez lavaret gant al luskadoù-se e klask Republik PoblekPobl Sina tennañ he mad eus barregerzhioù naturel an takadoù-se pe eus perzh strategel an takadoù-se.
 
* [[Aksai Chin]], melestret gant Sina, goulennet gant India
Linenn 107:
En inizi zo e mor Sina :
* [[inizi Paracel]], melestret gant Sina, goulennet gant Viêtnam ha Korea
* [[Spratley|inizi Spratley]] : goulennet gant Republik PoblekPobl Sina, Taiwan, Viêtnam ; Ul lodenn eus an inizi-se a vez goulennet gant Malaysia, Filipinez ha Brunei.
* inizi [[Senkaku]] / [[Diaoyu]], melestret gant Japan, goulennet gant Republik PoblekPobl Sina ha Korea.
 
E 2004 ez asantas Rusia reiñ enez Yinlong hag an hanter eus enez Haixiazi da Sina hag e-se e voe paouezet gant ar rendael a oa savet etre an div vro abaoe pell-pell amzer. An div enezenn-se zo el lec’h ma kej ar stêr [[Amour]] (e sinaeg e vez anvet Heilong jiang, da lavaret eo stêr an Aerouant Du) hag ar stêr [[Ousouri]] zo bet pennkaoz d’un dizemglev bras etre Sina ha Rusia er bloavezhioù 1960. Roet he deus Rusia an enez Yinlong da Sina en-dro evit divroc’hañ hag evit kreñvaat al liammoù armezhel etrezo. Abeg zo bet kavet en dra-se eus an daou du. Pleustradegoù-brezel a oa bet graet gant ar Rusianed hag ar Sinaiz e 2005, ar pezh a ziskouez mat e oa youl en em glevet ganto. Ar gouerien gazak o deus kavet abeg en dra-se. Kollet o deus, evit gwir, o ziriad war an ezennoù-se, tra m’o deus ar Sinaiz ha kumuniezhioù sinaat kavet abeg en emglev-se. Talvezout a ra an emglev-se, hervezo, da reizhekaat beli ar Rusianed war [[Manchouria|Vanchouria an diavaez]], bet roet da Rusia gant an diernezh Qing da-heul an [[Emglevioù digevatal]], en o zouez an Emglev bet sinet e 1858 en Algun hag ar c’hendivizad bet sinet e Beijing e 1860, gant ma vo implijet tireoul rusian ganto hepken.
Linenn 168:
[[Restr:carte de Chine02.PNG|thumbnail|400px|dehou|Karta Sina]]
 
Sina (ma vernier gorreadoù Republik PoblekPobl Sina ha Taiwan) zo unan eus broioù brasañ ar bed, evit a sell ar gorreadoù. En trede renk emañ dres war-lerc’h [[Rusia]] ha [[Kanada]].
 
Hinoù ha gweledvaoù liesseurt zo e Sina. Er reter, a-hed glannoù ar [[mor Melen]] ha [[mor Sina ar Reter]] ez eus plaenennoù ec’hon ma’z eo niverus-tre an dud zo o chom enno. Uheloc’h eo ar menezioù war glannoù [[mor Sina ar Reter]], tra ma vez muioc’h a dakadoù naou-dinaou hag a aradennadoù izel a-walc’h e Sina ar Su. Er greizenn-reter emañ deltaioù an div stêr hirañ eus Sina, ar stêr [[Huang He]] hag ar stêr [[Chang Jiang]]. Ar stêrioù [[Xi Jiang]], [[Mekong]], [[Brahmapoutra]], [[Amour]] zo stêrioù bras all eus Sina.
Linenn 225:
|- {{ligne grise}}
| {{1añ Here}} || Gouel broadel || 国庆节 ''Guóqìngjié''
| Stummadur Republik PoblelPobl Sina (RPS) d’ar 1{{añ}} a viz Here [[1949]]
|}
{| class="wikitable"
Linenn 258:
== Ar boblañsouriezh hag an etniezhoù e Sina ==
Republik PoblekPobl Sina zo ur Stad liezetnek ma’z eus 56 broadelezh. "Gwelet [[Broadelezhioù Sina]]''.
 
E Republik PoblelPobl Sina e vez graet ur politikerezh a ro spletoù d’ar minorelezhioù etnek, evel an niver a dud degemeret el liseoù, er skolioù-meur hag er melestradurezhioù foran. N’eus ket mui eus ar chaovinegezh Han ent ofisiel avat. Luskadoù dizalc’hour zo, koulskoude, e Tibet, e Xinjiang kerkoulz hag e Mongolia ma n’int ket ket stank. Kavet e vez abeg gant ar strolladoù dizalc’hour hag an arsellerien estren niverus e politikerezh etnek Republik PoblekPobl Sina. Da gentañ-penn e vez kavet abeg en doareoù aozañ an etniezh [[Han]] hag en arc’hant roet ganti evit trevadenniñ an toleadoù sinat ma’z eo bihanoc’h niver an dud a orin estren eget tud an etniezhioù all. Hiviziken emañ niver an dud eus an etniezh Han o kreskiñ en toleadoù-se, ar pezh n’eo ket gwall vat evit ar minorelezhioù. Kavet e vez abeg er politikerezh-se e Sina zoken : ar Sinaiz Han eus Xinjiang pe eus Mongolia an diabarzh, da skouer, a soñj dezho ez int « kraskkeodedourien » peogzir e vez roet spletoù d’ar minorelezhioù. Sinaiz a soñj dezho eo mat kas ar politikerezh-se evit [[Broadezhioù Sina]] ha gallout a rafe seurt politikerezh lakaat unvaniezh ar vro en arvar.
 
An etniezh muianniver Han (93 %) n’eo ket ket unvan-se ha gallout a reer lavaret ez eus enni meur a is-strolladoù etnek a zo tost an eil d’eben ken evit ar sevenadur ken evit ar yezhoù.
 
Dibabet he deus Republik PoblekPobl Sina kemer diarbennoù evit lakaat harz da gresk an niver a dud enni. Lezennoù zo bet degemeret gant ar Stad evit ma ne vefe ket mui a familhoù bras er c’hêrioù (war-bouez e Tibet) ma vez aotreet an dud da gaout ur bugel nemetken, na war ar maez ma vez aotreet ar familhoù da gaout 2 vugel ma’z eo plac’h o bugel kentañ. Kalz a Sinaiz a soñj dezho eo gwelloc’h kaout ur paotr evit mad armerzh ar maezioù ha rak-se e tivizont lakaat termen da vrazezded ar vaouezed zo brazez war ur verc’h pe e vez dilezet ar merc’hed nevez-ganet. Rak-se e vez ganet re a baotred da vugel kentañ pe da eil bugel e Sina. Lakaet e vez al lezenn-se da dalvezout ivez evit an etniezh Han. Kalz a diez-emzivaded zo e Sina evit degemer ar vugale dilezet. Ne vez ket advugelet 98 % eus ar vugale-se. Gant-se e chomont da vevañ en tiez-emzivaded betek o oad-gour. Krouet he deus Republik PoblekPobl Sina ur programm evit reiñ tro da dud an estrenvro da advugelañ met n’o deus ket graet al lezennoù-se un efed ken bras-se war an niver a vugale advugelet betek-henn.
 
E 2000, da-heul an diarbennoù-se e oa ganet 117 paotr evit 100 plac’h, ar pezh a zo muioc’h eget geidenn naturel (106 paotr evit 100 plac’h). Klask a ra gouarnamant Republika PoblekPobl Sina lakaat an traoù da cheñch hiziv dre aozañ koulzadoù evit kizidikaat Sinaiz gant skoazell steuñviñ ar genel. Displeget e vez neuze ez eo pouezus roll ar merc’hed er gevredigezh ha berzet eo bet ivez ouzh ar Sinaiz mont da welet ar vedisined evit gouzout hag-eñ o do paotr pe plac’h a-raok o ganedigezh. Etre 30 ha 40 milion a Sinaiz n’hallont ket dimeziñ gant ur wreg hiziv an deiz. Mont a ra an traoù war washaat dre ma’z eus muioc’h-mui a Sinaiz en o aez a zimez gant meur a wreg hag abalamour d’al lieswregiezh-se e vez diorroet ar gastaouerezh ha skrapet e vez muioc’h-mui a vaouezed evit gwerzhañ anezho e kêriadennoù diamen.
 
D’an [[28 Meurzh|28 a viz Meurzh]] [[2006]] en doa asantet [[Zhang Weiqing]], e karg eus ar « Bodad-Stad evit ar boblañs hag eus steuñviñ ar genel », respont d’un atersadenn evit [[lec’hienn Genrouedad]] ar gouarnamant sinat. Gant skoazell ar politikerezh kaset gant [[steuñviñ ar genel]], hervezañ, e oa bet ganet 400 milion a vabigoù nebeutoc’h e Sina e-pad an tri dekvloaziad diwezhañ. Lavaret en doa ivez en doa gouarnamant Sina lakaet tregont vloaz evit tizhout ar pal-se, da lavaret eo kontrollañ paotañ an dud, tra ma oa bet lakaet kant vloaz gant ar broioù diorroet evit tizhout ar pal-se. « Ne vije ket bet tu da Sinaiz da vevañ gant muioc’h a aezamantoù ma vijemp bet 400 milion a dud ouzhpenn », en doa pouezet an Aotrou Zhang. Er mare-mañ ez eo uhel-tre niver ar ganedigezhioù er vro hag e-se ne vo ket cheñchet [[politikerezh an unvugel]] a-barzh pell.
Linenn 272:
== Yec’hed foran ==
 
Kudennoù yec’hed foran bras zo hiziv an deiz e Republik PoblelPobl Sina. Ar c’hudennoù yec’hed a zeu dreist-holl diwar saotradur an aer hag an dour, hag ivez abalamour d’ar [[SIDA]] ha d’ar butun. Muioc’h-mui a dud zo bet kontammet gant viruz ar SIDA abalamour ma ne evezhie ket an dud ouzh ar yec’hedoniezh ha deuet e oa kudennoù yec’hed all war ar maezioù abalamour d’an tennañ gwadt, ouzhpenn an doareoù kontammañ klasel. Kudennoù bras a yec’hed zo ivez abalamour d’ar butun peogwir emañ unpiaou gant ar Stad war dasparzhañ ar sigaretennoù. Termal a ra ar gouarnamant evit kemer diarbennoù redius dre ma tennont o c’horvoderioù diwar ar gwerzhañ butun. Kavout a ra gwelloc’h plediñ gant kudennoù yec’hed foran all.
 
An [[Hepatit B]] zo ur c’hleñved-bro e Sina ar c’hevandir : war-dro 10 % eus an dud zo klañv gantañ. An dud klañv gant an hepatit B a vez degaset direizhadennoù en o yec’hed pe a dap krign-bev an avu ha kalz a dud anezho a ya da Anaon abalamour da se. Studiadennoù war an hepatit B zo bet graet ha dre-se e ouzer ne vez ket ganet merc’hed a-walc’h abalamour d’ar c’hleñved-se. Evel-se e c’haller displegañ perak e vez ganet nebeutoc’h a verc’hed eget a baotred e Sina. Ur programm a oa bet lakaet war-sav e 2002 evit vaksinañ an holl vabigoù nevez-ganet e Sina ar C’hevandir.
 
E miz Du 2002, e proviñs [[Guangdong]], e oa kouezhet klañv an dud kentañ gant ar skeventfo anrizhek. Kouskoude o doa divizet pennadurezhioù Sina chom mut war ar c’hleñved-se hag gant se en em ledas fonnus ar c’hleñved-se er broioù amezek – [[Hong Kong]], [[Viêtnam]] – kerkoulz hag e broioù pelloc’h abalamour d’an dud a veaje gant nijerezioù. E Sina e oa kouezhet klañv 5327 den gant ar c’hleñved-se. Marvet e oa 348 den ent ofisiel en o zouez. E miz Mae 2004 en doa embannet an [[Aozadur bedel ar yec’hed]] ne oa ket mui eus ar skeventfo anrizhek e Republik PoblelPobl Sina.
 
Ur c’hleñved-red all, anvet grip an evned, a vez oc’h ober reuz e Sina abaoe un nebeud mizioù. An evned, ar yer peurliesañ, a oa bet klañv da gentañ penn hogen un nebeudig tud o deus paket ar c’hleñved-se ivez. Er mare-mañ e studier grip an evned evit gouzout hag eñ e c’hallfe tud kontammet gant evned kontammiñ tud all.
Linenn 290:
E [[1992]] e oa deuet anvadur ofisiel ar reizhiad da vezañ « armerzh nevidel sokialour » ha merkañ a ra ar cheñchamant anvioù-gwan-se eo krog natur renkad ar Stad da cheñch. Kregiñ a ra ar gennad foran da veuziñ e mor an armezh marc’hadourel, o tremen eus 73 % eus ar produadur greantel e [[1988]] da 35 % e [[1992]]. Evel-se ez eus bet tu da dremen eus un armerzh steuñvek d’un armerzh kemmesk ha tu zo bet da zizoleiñ diazezadurioù ar frankouriezh armerzhel en-dro, en ur saveteiñ [[komunouriezh]] ofisiel ar renad.
 
N’en deus ket ar gouarnamant dalc’het kont eus kevatalded ar renkadoù e-pad an amzer-se ha heuliet eo bet ger-stur [[Deng Xiaoping]] : « Deuit pinvidik ! ». Deuet eo ar pinvidikaerezh personel (hiniennelouriezh) hag ar bevezerezh (skoazellet gant politikerezhioù nevezkeneysian adalek 1997) ) da vezañ an daou geflusker amerzhel nevez. Ambrouget eo bet tamm-ha-tamm an daou geflusker-se gant teknikoù merañ evit gwellaat ar [[kenderc’husted|c’henderc’husted]] ([[rannañ al labour]]) aet war vicherelaat. Labouret en deus ar gouarnamant ivez evit sachañ kevalaoù estren, zo pouezus-kenañ evit diorren armerzh ar vro : [[Takadoù armezhel ispisial]] (TAI), kuit a dailhoù, zo bet krouet evit se, ha ledanaet int bet tamm-ha-tamm en arvor a-bezh. Gant ar frankeskemmerezh-se eo bet lieskementet ar [[Proadudur diabarzh Kriz]] (PDK) dre bevar abaoe 1978. E [[1999]] e oa 1,3 miliard annezidi hag ar [[c’horvoder dre zen]] a oa 3800 a zolarioù amerikan ar bloaz. Gant-se e oa deuet Republik PoblelPobl Sina da vezañ ar c’hwec’hvet broad armerzhel ar bed evit a sell ar c’hementad marc’hadourezhioù eskemmet hag an trede broad evit a sell beveziñ ar gremmoù, dres war-lerc’h ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] ha [[Kumuniezh Europa]]. Sevel a ra korvoder keitat ur micherour sinat da 1300 dollar amerikan ar bloaz. Armerzh Sina zo unan eus an armerzhioù a vez diorroet ar muiañ er bed a-bezh er mare-mañ ; kreskiñ a ra etre 7 hag 8 % bep bloaz ha tostaat a-wechoù da 10 %, hervez ar stadegoù a vez graet e Sina. Abaoe [[2001]] eo ezel Republika PoblelPobl Sina eus [[Aozadur Bedel ar C'henwerzh]] (OMC).
 
Sachet gant Sina e vez an embregerezhioù dre ma c’hallont enfredañ tud hesent na vezont ket gopret uhel ha n’int ket izili eus sindikadoù. Ur micherour n’eo ket perzhek a vez gopret war-dro 1$ US an eurvezh labour, ar pezh zo izel a-walc’h e-keñver goproù ar vicherourien er broioù greantelaet. N’eus unvaniezh micherourien ebet e Sina. Evit ar vicherourien ez eo un dra vat eo rak tennañ korvo eus gwevnded al labour e c’hallont ober, ar pezh ne vefe ket posupl dezho ober e demokratelezhioù frankizour n’int ket ken sokial ha Sina koulskoude.
Linenn 298:
Un dalc’h all zo gant armerzh Sina : ne zeu ket ar prizioù izel eus an nerzh labour. Evel-se emañ an traoù rak kontrollet e vez ar prizioù ha gwarantet e vez ar mammennoù pourchas a oa anezho d’ar mare ma veze meret ar vro gant un armerzh giz an Unaniezh Soviedel : kenderc’hel a reer da ziskar an embregerezhioù-Stad ha kaset e vez ar vicherourien a labour enno da labourat er gennadoù kevezusted aet da greskiñ hag e-se e kendalc’h an digresk-moneiz da lakaat gwask war ar prizioù.
 
Tailhoù dibar a zo bet krouet gant gouarnamant Sina evit broudañ ar c’hreanterien da broduiñ er vro, pe e vefe evit enporzhiañ marc’hadourezhioù pe evit produiñ marc’hadourezhioù er vro evit bastañ da ezhommoù 1,3 miliard a dud. Klask a ra Republik PoblelPobl Sina kempouezañ reizhiad an tailhoù hag ar reolennoù lakaet da dalvezout evit an embregerezhioù sinat pe an embregerezhioù estren. Neuze emañ ar gouarnamant oc’h adwelet an tailhoù dibar da lakaat da baeañ d’ar c’hreanterien evit ezporzhiañ marc’hadourezhioù er ZES hag er c’hêrioù war an aod. Marc’hadourezhioù a oa bet ezporzhiet eus Sina d’ar Stadoù-Unanet evit 125 miliard a zolarioù e 2002, tra ma ne oa bet enporzhiet marc’hadourezhioù eus ar Stadoù-Unanet evit 19 miliard a zolarioù hepken. Dleet eo an digempouez-se d’ar Stadoù-Unanet dre ma n’eo ket gwall vat, a-hervez, ar feur eskemmañ lakaet da dalvezout etre ar yuan hag an dollar. D’an [[21 a viz Gouere]] [[2005]] en doa kemennet Bank Sina krouidigezh ur reizhiad ma c’hall feur ar yuan kreskiñ hep mont en tu all da 0,3% an deiz e-keñver feur an dolar, e-skoaz 3% d’ar muiañ e-keñver ur banerad moneizoù all, en o mesk ar yen hag an euro.
 
E [[2005]] e oa bet kresk e PDK Sina ha gant-se e oa tremenet eus ar 6vet renk d’ar 4e renk war skeul armerzhioù bras ar bed, dre war-lerc’h ar Stadoù-Unanet, Japan hag Alamagn met dres dirak ar Rouantelezh-Unanet ha Frañs hiziv an deiz.
Linenn 320:
== Arme ==
 
Gant Republik PoblelPobl Sina e vez dalc’het unan eus armeoù brasañ ar bed. Kalz a arsellerien a gav abeg en dra-se. Koulskoude ne seblant ket an arme-se bezañ ken efedus-se abalamour d’an doare m’eo savet. Arme Dieubiñ ar Bobl (ADP) zo div rann d’e ober : ar morlu hag an aerlu. Budjed ofisiel ADP a oa 30 miliard a zollarioù e 2005. Ne gonter ket er budjed-se ar fontoù a dalvez da brenañ armoù digant ar broioù estren, ar fontoù a dalvez da arc’hantañ an enklask, an diorren milourel, ar frammoù damluel. Arsellerien a gav abeg en doare ma oa bet kinniget ar budjed-se gant Republik PoblelPobl Sina. Ne oa ket bet priziet ar budjed-se evel ma oa dleet : dispignoù an armeoù a vije kalz-kalz uheloc’h, etre 140 ha 170 %, eget ar budjed ofisiel, hervez meur a vammenn.
 
En eil renk emañ budjed armeoù Sina, dres war-lerc’h budjed ar Stadoù-Unanet (zo 400 miliard a zolarioù da nebeutañ). Petra bennak m’he deus Republik PoblelPobl Sina an arm nukleel ha dafar poulzañ e soñjer ne vefe ket ken galloudus-se m’he dije da vrezeliañ en estrenvro. Rak-se n’haller ket lavaret ez eo ur gwir vro « dreistgalloudus » a live gant broioù all tro-dro d’ar bed. Evit gwir, n’he deus ket kement-se a vagoù hag a nijerezed hag ouzhpenn-se n’int ket ken modern-se ken.
 
Aveiñ a ra Republik PoblelPobl Sina e armeoù e ken kaz ma veze brezel tro-dro da enez Taiwan. Prenet ez eus bet nijerezed chaseal, en o mesk ar Su-27 hag ar Su-30, ouzhpenn an nijerezed a vez produet er vro. Difennet e vez ar vro ouzh an tagadennoù dre an aer dreist-holl gant fuc’helloù douar/aer modern-meurbet S-300, a ya d’ober unan eus reizhiadoù dastapout gwellañ ar bed. O wellaat emañ Republik PoblelPobl Sina he nerzhioù hobregonet ivez ha lakaat a ra staliañ dafar bukañ eletronek enno. Soñjal a ra ar Stadoù-Unanet e c’hallfe bezañ lakaet en arvar gant Republik PoblelPobl Sina. N’int ket plijet gant se kennebeut rak aon o deus ne vefent ket mui ar vistri war broioù ar Reter.
 
Skeudenn etrebroadel an ALP n’eo ket ken lufrus-se abaoe ma’z eus bet freuz ha reuz war ar blasenn Tian Anmen, ma’z eus bet lazhet manifesterien habask a-leizh.