Reizhiad berraat an titloù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 18 Gen 2021 da 22:28

Ar reizhiad berraat an titloù[1] a zo un hentennn evit pourveziñ daveennoù berr d'an testennoù brezhonek hag a zo bet ijinet gant Roparz Hemon evit e c'heriadur istorel ar brezhoneg. Gant lizherennoù tennet eus an titloù hag aozet hervez prantad al lennegezh vrezhonek ma voe savet pep testenn ennañ.

Deskrivadur

Savet e voe e-ser kempenn ar geriadur istorel a yeas war wel e 1959. A-bouez e voe evit ar yezhour ober gant berradurioù pa ne oa reizhiad daveennoù ebet a vaste d'e ezhommoù. Evel-se e voe aesoc'h d'an embannadurioù Preder paeañ ar frejoù moullañ. Adkemeret hag astennet e voe gant Martial Ménard pell goude marv Roparz Hemon.

Displeget e voe gant Martial Ménard evel-se e 2016.

Diwar prantadoù ar brezhoneg e saver un daveenn gant un niver lizherennoù dibar [2]:

Ur bennlizherenn evit ar c'hrennvrezhoneg (1100-1650)

Div bennlizherenn evit ar brezhoneg rakvodern (1651-1800)

Teir bennlizherenn evit brezhoneg an XIXvet kantved (1801-1900)

Peder bennlizherenn evit brezhoneg an XIXvet kantved hag an XXvet kantved (1801-2000)

Pemp pennlizherenn evit brezhoneg an XXIvet kantved (2001-2100)

Implij

Estreget an daou geriadur meneget e kaver ar reizhiad daveennoù-se e meur a gelaouenn vrezhonek lennegel pe skiantel (Al Liamm, Hor Yezh).

Notennoù ha daveennoù

  1. E penn Devri, geriadur ennlinenn (2016), e kaver an dro-lavar, système abréviatif rendant compte des ouvrages dépouillés..
  2. E penn Devri : une capitale désigne l'époque du moyen-breton (1100-1650); deux capitales le breton prémoderne (1651-1800); trois capitales le breton du 19e siècle; quatre capitales le 20e et cinq le 21e siècle.