Aod : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
ribl ar mor
Linenn 3:
[[skeudenn:Dauin_beach.jpg|right|thumb|250px|Un aod traezh er [[Filipinez]].]]
 
Ar riblennad douar a gaver a-hed ar [[mor]] eo an '''aod''' (pe an '''aot'''). Implijet e vez ''ribl ar mor'' ivez. Evit ur [[stêr]] e komzer eus ar [[ribl]] pe eus he riblennoù, pe eus al [[lez]].
 
==Yezhadur==
Ur ger gwregel eo ar ger aod (''aod vev''). El [[liester]] e lavarer ''aodoù'', ''aochoù'', hag''aodeier'' e lec'hioù 'zo.
El [[liester]] e lavarer ''aodoù'', ''aochoù'', hag''aodeier'' e lec'hioù 'zo.
 
 
==Neuz an aodoù==
Meur a seurt aod a zo diwar [[morfologiezh]] an douaroù ma ya ar mor tost outo. M'eo plat an [[douar]] hag ar [[riblenn]]ad dindanvor tostañ e teuio d'an aod un neuz digor, met distabil d'an aliesañ pa vez kaset da vont pelloc'h ar mor gant an [[avel]]ioù. Er c'hontrol m'eo an aod lec'h ma 'z eus un douar uheloc'h eget [[live]] ar mor re dost dezhi e c'hell homañ bezañ harzet gant [[tornaod]]où [[roc'h|reeier]] kalet. Met m'eo ar reier graet gant [[danvez]]ioù bruzunabl e c'hell ar mor [[krignerezh|krignañ]] anezho ha lakaat [[tres an aod]] da gilañ war-zu an douar.<br/>
Pa ne c'hell ar mor krignañ ar reier, kaset e vez alies [[traezh]] ha [[bili]] gantañ ken e tastum ur riblenn douar nevez a-dal d'un [[tornaod marv]].<br/>
Tres an aod a zo bet deuet evit ar brasañ gant al live krenn tizhet gant [[araogerezh ar mor]] divezhañ, an [[araogerezh dunkirkat]] (4vet kantved-5ved kantved), met diwar krignerezh ar mor koulz hag ijinerezh an Den eo bet kemmet neuz an aod e meur a lec'h. War aodoù plat [[Mor an Hanternoz]] p'en deus diskennet live ar mor er [[Krennamzer|Grennamzer]] eo bet adtapet douaroù nevez gant an [[Izelvroioù|Izelvroiz]], ar [[Breizh-Veur|Saozon]] hag an [[Alamagn|Alamaned]]. Koulskoude e ya goustadik uheloc'h live ar mor hiziv ken e vez douaroù traezhennek hag darn an traezhennoù o-unan diskaret tamm ha tamm pa vez ruilh-diruilh ar gwagennoù poulzet gant ar [[korventenn|c'horventennoù]].
 
==An [[aod vev]]==
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Aod »