Yann Loeiz Emili : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
Adkas war-du Yann-Loeiz Emili
Tikedenn : Adkas nevez
 
Linenn 1:
#ADKAS [[Yann-Loeiz Emili]]
'''Yann Loeiz Emili''' (''Jean Louis Émily'' e marilh ar boblañs) zo un troour pezhioù-c'hoari hag ur saver eñvorennoù ganet e [[Kleder]], d'an 9 Genver 1884 ha marvet e [[Lannolon]] d'ar 27 Here 1923. Skrivañ a reas pennadoù brezhonek er c'helaouennoù, dindan an anv-pluenn ''Ab Eozen'' peurvuiañ. Mervel a reas diwar ar gloazioù en doa tapet en un emgann evit ar Vro.
 
== Buhez ==
Mab e oa d'ar [[gov]] Yann Vari Eozen Emili ha da Vari-Añjela ar Moal. Studioù uhel en doe graet pa voe ur saozneger ampart hag ur saver pennadoù brezhonek evit ar [[Courrier du Finistère]] hag eñ mignon d'ar rener, [[Kaourintin an Ourz]]. E eñvorennoù brezel koulz hag e droidigezhioù pezhioù-c'hoari a voe embannet dalif.<br>Darempredoù en doe gant ar [[Le Sillon|silhonisted]] hag ar sindikalourien kouer tro-dro da [[Kastell-Paol|Gastell-Paol]], asambles gant ar veleien Francis Bellec ha Charles Bonniec<ref>Anvioù meneget er diaz-stlenn [[PRELIB]].</ref>. Prizoniet e oa bet e emgann [[Bapaume]] e derou an Brezel-bed kentañ ha kaset en ur c'hamp-bac'h prizonidi-brezel betek Nedeleg 1918. Kaset en doe e eñvorennoù a-dammoù er Courrier du Finistère e 1919 ha 1920.
Mervel a reas tri miz goude e eured, war-nes bezañ daou-ugent, diwar ar gloazioù gouzañvet er brezel.
 
== Oberennoù ==
A-raok ar brezel e skrivas pennadoù er c'helaouennoù gant ur spered katolik hag voe tost d'al luskad katolik araokour, Le Sillon, ma voe [[Ann Hader]] e gelaouennig e Breizh.<br>
E droidigezhioù diwar [[William Shakespeare]], an oberour saoznek milbrudet, a voe un arouez splann eus mennozh ar skrivagnerien bodet tro-dro d'ar gelaouenn lennegel [[Gwalarn (kelaouenn)|''Gwalarn'']] a glaske lakaat o yezh a-blom gant lennegezhioù ar bed.
 
* William Shakespeare, ''Ar Geben doñvaet''. Embannadur diglok e-barzh ''Gwalarn'', n° 12, 1927.
* William Shakespeare, ''Marc'hadour Venezia''. ''Gwalarn'', n° 5, 1926.
* [[Pierre Corneille]], ''Polyeucte'', troidigezh e brezhoneg diembann (diank).
 
* ''Prizoniad er Ruhr'', Hor Yezh, 1992.
 
* Pennadoù brezhonek e-barzh ar ''Courrier du Finistère'', ''[[Kroaz ar Vretoned]]'', ''Ann Hader'' hag all.
 
== Levrlennadurezh ==
* [http://mshb.huma-num.fr/prelib/personne/365/ Pennadig PRELIB (CRBC)]]
* Francis Favereau, ''Lennegezh ar brezhoneg er XXvet kantved, levrenn 2, Breiz Atao hag ar re all el lennegezh, 1919-1944'', Montroulez, Skol Vreizh, 2003, p. p. 418-419.{{ISBN|2-911447-93-X}}
* Lukian Raoul, ''Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek…'', Al Liamm, 1992. Pennad : Émily, Jean-Louis.{{ISBN|2-7368-0034-6}}
 
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}
 
{{DEFAULTSORT:Emili, Yann Loeiz}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1884]]
[[Rummad:Marvioù 1923]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Troourien vrezhonek]]