Drouizelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ Barzhoniezh, Arzoù
ZAstenn bihan Embregoù all
Linenn 46:
Ur pouez bras a ya d'ar varzhoniezh savet diwar an Awen pa vije-hi ur varregezh dibar d'an drouizez gozh ha pa vez treuzkaset an anaoudegezhioù drezi er sevenadurioù anskrid, ha muioc'h c'hoazh d'ar [[barzh|varzhed]] gozh. Ar ''varzhouriezh'' a zo kevatal d'an drouizelezh e skridoù diazezerien Goursez Vreizh<ref>Kavet e vez ''Skol ar Varzhed'' ha ''Skolaj ar Varzhed'' evit envel Goursez Vreizh en ur mod fetisoc'h.</ref>. Dibunañ barzhonegoù a vez gwelet gant an drouized a-vremañ a vez priziet pa kredont e vezont-int awenet gant un nerzh doueel.<br> Sklaeroc'h eo e Bro-Gembre pa veze aozet kentstrivadegoù evit ar varzhed, ar ganerien hag ar sonerien abaoe ar Grennamzer. Pa veze dalc'het ar festivalioù-se ur sizun-pad e voe anvet "''[[Eisteddfod|Eisteddfodau]]''" (eizhtez bodoù) hag voe gwelet e pep korn ar vro, a-raok ma veze dalc'het an ''Eisteddfod'' vroadel. War-nes mont da get e oant pa voe adkmeret an aozadur e 1819 gant Gorsedd y Beirdd<ref>Liester ar ger ''bardd'' eo ''beirdd'', barzh e brezhoneg a-vremañ.</ref>, ar vreuriezh savet diwar mennozhioù ha skridoù Iolo Morganwg. Ouzhpennet e voe d'ar c'hentrivadegoù lidadegoù bloaz Gorsedd y Beirdd gant lidoù drouizel ha degemerioù solenn d'an izili nevez.<br>
An istorioù kaer<ref>Storytelling.</ref> a ya d'ober [[kinkladur]] kefredel an drouizelezh. Tennet e vezont, peurvuiañ, eus lennegezh bobl ar broioù keltiek, hag eus [[mojenn Arzhur]] alies a-walc'h. Eus sonerezh hengounel ar broioù keltiek (pe bet keltiek) e vez tennet splet ivez (Breizh, Breizh-Veur, Iwerzhon) hag e vez dibabet [[benveg-seniñ|binvioù-seniñ]] evel [[telenn]]où, [[binioù]], gimbardoù, bodhranoù, [[fleüt]]où, marteze abalamour da levezon ar sonerezh iwerzhonat<ref>Mennozh ar c'heltiegour Harvey.</ref>.
 
== Embregoù all ==
Ar gwez a vez pouezus-tre evit kalz a drouized ken e vourront menegiñ a lidañ anezho en ur zisplegañ dre ar munud petra e c'hellont kas e buhez Mabden dre o ferzhioù, o frantadoù buhez pe dre levezonoù an doueoù hag an hendadoù. Bez ez eus drouized a implij al lizherenneg Ogam evit an urisinerezh, pep lizherenn anezhi liammet gant ur wezenn. Evit ober memestra e kav gwelloc'h da drouized all implijout al lizherenneg coelbrenat savet gant Iolo MorgannwG. Dre vras e vez troet drouized da lakaat koustumoù kozh zo.<br>
Kinnig terepiezhoù dre al [[louzaouennoù]] e kaver alies-tre hag e vez priziet-tre an [[homeopatiezh]].
 
== Levrlennadurezh ==