Diforc'hioù etre adstummoù "Mic'hail Bakounin"

D
Guiseppe -> Giuseppe
D (→‎War ar stoc’h : replaced: , → , using AWB)
D (Guiseppe -> Giuseppe)
 
E 1870 e vez trec’het armeoù [[Napoleon III]] e [[Sedan]] gant prusianed [[Bismarck]]. Diskleriet eo ar Republik. Mont a ra Bakounin e [[Lyon]], mont a ra da welet al labourerien ha goulenn a ra diganto en em sevel. D’an 28 a Gwengolo1870 e dap an Ti-Kêr gant sikour dispac’hourien gall. Hogen ne teu ket a-benn da aozañ ar c’hentañ stumm a gomun-se, prezegenniñ a ra e-pad eurvezhioù war perzhioù ar stad hag adtapet eo an Ti-Kêr gant ar [[bourc'hiz|vourc’hizien]]. Skarzhet eo Bakounin da Vro-Suis en-dro. Eno e vo pa c’hoarvezo [[Komun Pariz]] e [[1871]], n’hall ket Bakounin mont betek Pariz, met adkemeret eo lod euse teoriennoù gant ar broletaerien parizian : n’eus ket a arme ken, dilennet eo ar c’hargidi, savet eo kevredelezhioù, meret e vez traoù a-gevret...<br />E-pad ar mare-se e skriv ul levr flemmus diwar-benn impalaeriezh prusian : ''l'Empire knoutogermanique. ''
P'eo bet barnet fall ar gomunarded gant ar republikan [[Italia|italian]] [[GuiseppeGiuseppe Mazzini]] e respont Bakounin gant pennadoù er c'hazetennoù. Berzh a ra mennozhioù Bakounin ken e c'hounez an [[tabut]]ha muioc’h- muiañ a labourerien italian a ya da emezeliñ en AEL. [[Levezon]] an diveliourien a gresk ivez en AEL, [[Marx]] a glask herzel outo a vont war raok, a-benn ar fin e vo echu baleadenn Bakounin a-gevret gant an AEL en [[emvod-meur]] [[Den Haag]] [[1872]] pa vezont skarzhet diouzh an AEL ha kaset eo sez an aozadur da [[New-York]] (daou vloaz goude ez aio diwar wel da vat).
Bakounin a grou neuze un [[Etrevroadel diveliour]], e gamaladed a zo bodet er gevredelezh jurasian, kalz a levezon o deus e mennozhioù e Europa ar c’hreisteiz : [[Katalonia]], Italia, [[Spagn]]...
E kontrol a sokialourien hag a glask en em vodañ en ur strollad urzhiet, an diveliourien a gav gwelloc’h ar stourmoù hiniennel pe ar c’hevredelezhioù. C’hoant o deus seveniñ un dispac’h a enep ar Stad Bourc’hiz, lod anezho a dro war-du ar [[gwalldaol]]ioù pe laerezh ar re pinvidik... Reizh eo laerezh d’al laer... Ar pec’heniezh prevez a zo laeroñsi... Sed aze luganioù an diveliourien.
2

modifications