Georges Danton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Georges Jacques Danton''', lesanvet d'Anton, ganet d'ar [[26 a viz Here]] [[1759]] en [[Arcis-sur-Aube]] hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Ebrel [[1794]] (16 germinal bloavezh II) e Pariz, a oa un alvokad e [[Kuzul roue Bro-C'hall|kuzul ar Roue]] hag ur politikour gall, ministr ar justis. Danton a oa unan eus pennoù bras an [[Dispac'h Gall]], evel [[Honoré-Gabriel Riqueti de Mirabeau|Mirabeau]]. An daou zen a oa prezegerien dispar gant ur spered bouilh, met Danton a oa ivez un den a blije dezhañ bevañ diroll (enebourien ar Reveulzi a rae eus outañ « le Mirabeau du ruisseau »), memestra evit [[Robespierre]] en doa ur vuhez enep a-grenn diouzh e hini. Danton eo hag a oa bet paotr ar « Patrie en danger » pa oa aloubet ar vro e-kerzh aloubadenn Eost 1792. Deuet e oa a-benn da unvaniñ darn ar reveulzierien a-enep an alouber en ur implij an holl daoreoù posubl : embann a rae evit trec'hiñ an enebour e vo ret " Ret eo deomp kaout herbed, herbed c'hoazh, herbed bepred, ha Bro-C'hall a vezo savataet". Dre pleustrelouriezh, e oa kroget er memes koulz da glask ar peoc'h gant enebourien ar vro dre emglevioù kuzh.
 
Evel Robespierre, dont a ra buan da vezañ un den dreistordinall gant harperien leal. Evit an istorourien hervez ma z'int evit Robespierre pe Danton e vo stourmoù ideologel ha politikel garv dreist-holl e-kerzh an [[Trede Republik c'hall|Trede Republik]]. Evit harperien Robespierre, Danton a oa ur politikour hep damant, tost ouzh an arc'hant, prest da dreitouriñ an Dispac'h. Evit e harperien e oa un demokrat birvidik, brogarour don hag un den Stad brokus.