Bauhaus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ar varelladurERien e lec'h ar varelladurien
Rescuing 22 sources and tagging 0 as dead.) #IABot (v2.0.8
Linenn 14:
 
Dres goude ar brezel bed kentañ e voe krouet ar Bauhaus en [[Alamagn]]. Unan eus luskadoù nevezer penn-kentañ an Xx<sup>vet</sup> kantved eo.
Goude bezañ roet e zilez eus renerezh skol arzoù-kinklañ (Kunstgewerbeschule) [[Weimar]], e kinnigas Henry van de Velde (ezel eus al luskad Deutscher Werkbund) e blas da [[Walter Gropius]] <ref>{{en}} [https://web.archive.org/web/20110516121752/http://www.henry-van-de-velde.com/2/Van_de_Velde_facts.htm Henry van de Velde - Biography and Facts]</ref>. Hemañ a oa bet desket gantañ e vicher gant ar savour Peter Behrens, ha kemeret en doa perzh ivez el luskad Deutscher Werkbund. Met fellout a rae dezhañ lakaat e pleustr e vennozhioù nevezer a-fet arz ha savouriezh. Pa voe embannet Republik Weimar (miz Du [[1918]]) e kinnigas Gropius d’ar gouarnamant da c’hortoz e vefe kenteuzet skol arzoù-kinklañ hag akademiezh arzoù-kaer Weimar. D’an 12 a viz Ebrel [[1919]] e voe lakaet Gropius da rener ar skol, anvet d’ar mare-se Staatliches Bauhaus zu Weimar <ref>Bauhaus, gant Magdalena Droste,Taschen, 2002 p. 17</ref>. (alamaneg Bau, savadur ha Haus, ti. Bauhaus : ti ar sevel).
 
[[Walter Gropius]] a lakaas embann neuze manifesto ha programm ar Bauhaus. Er manifesto e lakaas war wel pal ar skol evel-henn : « Pal diwezhañ kement ober plastek a zo eo ar sevel![...] Savourien, kizellerien, livourien, dav eo deomp distreiñ d’al labour artizanel, peogwir n’eus ket eus an arz-micher. […] N’eus diforc’h pennañ ebet etre an arzour ha an artizan. […] C’hoantaomp, meizomp ha krouomp holl asambles savadur an dazont, ennañ pep tra dindan ur stumm nemetken : savouriezh, arzoù plastek ha livañ [...] »<ref>« Das Endziel aller bildnerischen Tätigkeit ist der Bau ! […] Architekten, Bildhauer, Maler, wir alle müssen zum Handwerk zurück! Denn es gibt keine ''Kunst von Beruf''. Es gibt keinen Wesensunterschied zwischen dem Künstler und dem Handwerker. […] Wollen, erdenken, erschaffen wir gemeinsam den neuen Bau der Zukunft, der alles in einer Gestalt sein wird : Architektur und Plastik und Malerei [...] » {{de}} [https://web.archive.org/web/20070822023846/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/manifest1919.htm Dielloù Bauhaus, manifesto Bauhaus]</ref>
 
 
Linenn 22:
[[Skeudenn:Efeu.jpg|thumb|200px|Dismantroù an ''Tempelherrenhaus'', stal-labour Itten etre [[1919]] ha [[1923]]]]
 
D’ar 1añ a viz Here [[1919]] <ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1919 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1919]</ref> e krogas ar c’hentelioù. A-benn lakaat e vennozhioù nevezer e pleustr e pedas Gropius arzourien vrudet : al livour Lyonel Feininger, ar c’hizeller Gerhard Marcks hag ivez al livour ha kelenner arzoù Johannes Itten. Daoust d’an diaesterioù en em gave goude ar brezel bed e teujont a-benn da aozañ o stalioù-labour.
 
E [[1920]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1920 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1920]</ref>, e voe lakaet da bal lakaat an arz hag an artizanelezh da dostaat an eil ouzh egile. Evit hen ober e tivizas kuzul ar vistri kas un adreizhadenn da benn : kement stal-labour a oa a voe lakaet dindan renerezh ur mestr-artizan (Werkmeister) ha hini ur mestr-arzour, e karg eus ar stummoù (Formmeister). Ouzhpenn e voe lakaet Itten da gelenner ar c’hentelioù-prientiñ, hag a zeuas da vezañ ur c’hwec’hmiziad ret. Degemeret e voe ivez al livour Georg Muche da vestr.
E penn-kentañ [[1921]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1921 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1921]</ref> e voe anvet al livourien [[Paul Klee]] hag [[Oskar Schlemmer]] da vistri, hag er goañv e voe anvet al livour Lothar Schreyer e penn rann an abadennoù.
 
Theo van Doesburg (ezel [[De Stijl]]) hag a oa o chom e Weimar a roas prezegennoù er Bauhaus, hag e kinnigas e oberennoù e-pad diskouezadegoù. Da-geñver an diskouezadegoù-se e rebechas an eztaoladurezh (hag a blije da Gropius) hag e luskas ar sevelerezh.
Doesburg a rebechas an artizanelezh hag e pouezas diwar-benn perzh ar mekanikoù er c’hrouiñ <ref>Bauhaus gant Magdalena Droste, Taschen,2002, p. 31</ref>.
E-kerzh [[1922]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1922 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1922]</ref> e kemmas Gropius palioù ar Bauhaus, hag e kasas war-raok ar preder war implij doareoù an industriezh evit krouiñ. Ne oa ket a-du Itten gant an emdroadur-se, ha pellaat a reas tamm-ha-tamm. Degemeret e voe [[Vassily Kandinsky]] da vestr.
E penn-kentañ [[1923]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1923 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1923]</ref> e kuitaas Itten ar Bauhaus.
En e blas e voe degemeret an arzour sevelour [[László Moholy-Nagy]], ha lakaet e voe e karg ar stal-labour metal. Ober a reas war-dro ar c’hentelioù kent ivez.
Ger-stur ar Bauhaus a voe kemmet gant Gropius, hag e teuas da vezañ : « An arz hag an teknik, un unvezh nevez »<ref>« Kunst und Technik - eine neue Einheit » {{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1923 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1923]</ref>, padal e oa betek-henn : « N’eus diforc’h pennañ ebet etre an arzour hag an artizan».
E 1924 e voe trec’het gouarnamant sokial-demokrat Land Thüringen. Fellout a rae d’ar virourien e vefe serret ar Bauhaus, hag e rannjont e tri ar yalc’had roet d’ar Bauhaus<ref>{{en}} [http://www.bauhaus-dessau.de/en/history.asp?p=timeline24 Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1924]</ref>.
D’ar 26 a viz Kerzu [[1924]] ec’h embannas ar vistri e vefe divodet Bauhaus [[Weimar]] a-benn ar 1añ a viz Ebrel 1925 <ref>Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 113</ref>. A-benn skoazellañ ar Bauhaus e voe savet Kelc’h Mingnoned ar Bauhaus (Kreis der Freunde des Bauhauses). Er c’huzul-merañ e oa [[Marc Chagall]], [[Albert Einstein]] ha [[Gerhart Hauptmann]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1924 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1924]</ref>.
 
== Bauhaus [[Dessau]] ==
Linenn 41:
Pa voe divodet Bauhaus [[Weimar]] e voe kinniget d’ar Bauhaus en em staliañ e meur a gêr. [[Dessau]] a voe dibabet. E-touez an abegoù evit dibab ar gêr industriezh-se e oa an diouer a lojeris enni. Dre ma felle da Gropius e vefe implijet doareoù an industriezh evit sevel tiez e voe goulennet gantañ sevel ur gêr e Dessau-Törten<ref>Bauhaus gant Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 120</ref>.
Kregiñ a reas ar c’hentelioù en-dro e Dessau e miz Meurzh [[1925]]. An holl vistri a zilojas da zDessau, nemet Gerhard Marcks. Er memes koulz e voe lakaet un nebeud mistri yaouank ([[Herbert Bayer]] pe c’hoazh [[Marcel Breuer]]) e penn stalioù-labour zo.
Gropius a gemmas ar programm deskadurezh gant ar pal sikour diorren un annez modern « eus an ardivink-ti-tredan eeunañ betek an annez klok» <ref>« vom einfachen Hausgerät bis zum fertigen Wohnhaus » {{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1925 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1925]</ref>. Krennet e voe an niver a stalioù-labour da 6 ha krouet e voe ar Bauhaus GmbH, gant ar pal gwerzhañ ar produoù ha lakaat ivez ar Bauhaus da vezañ spletus a-fet armerzh<ref>Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 134</ref>.
Savadur ar Bauhaus a voe savet etre [[1925]] ha [[1926]]<ref>Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 120</ref>. Nepell e voe savet ivez tiez ar vistri, ha diwar c’houlenn an ti-kêr e savas Gropius tiez hiniennel e Dessau-Törten.
Savadur ar Bauhaus a voe sevenet penn-da-benn (livaj, arrebeuri, pannelerezh...) gant stalioù-labour ar Bauhaus. D’ar 4 ha d’ar 5 a viz Kerzu [[1926]] e voe aozet al lid-digor. Ouzhpenn 1000 <ref>{{en}} [http://www.bauhaus-dessau.de/en/history.asp?p=timeline26 Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1926]</ref> den pedet a zeuas, hag ouzhpenn al lid e voe aozet diskouezadegoù, sonadegoù ha pezhioù-c’hoari.
Linenn 47:
[[Skeudenn:Bauhaus-Dessau Meisterhaeuser4.jpg|thumb|right|240px|Ti ar ''vistri'' e Bauhaus Dessau]]
E miz Ebrel [[1927]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1927 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1927]</ref>, hag evit ar wech kentañ, e voe digoret ur rann savouriezh dindan renerezh [[Hannes Meyer]].
Al livour [[Georg Muche]] a guitaas ar Bauhaus, erlec’hiet e voe e penn ar stal-labour gwiadiñ gant [[Gunta Stölzl]].
E penn-kentañ [[1928]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1928 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1928]</ref> ec’h embannas Gropius e tileze e bost rener evit labourat muioc’h war dachenn ar savouriezh. Kinnig a reas e teufe [[Hannes Meyer]] da vezañ rener, kemend-se a voe graet. [[Moholy-Nagy]], Bayer ha Breuer a guitaas ivez ar Bauhaus.
Meyer a gemmas kelennadurezh hag aozadur ar Bauhaus.
Goulenn a reas ma vefe arc’hantusoc’h ar stalioù-labour ha ma vefe krouet produoù standart a c’hallfe plijout d’an holl<ref>{{en}} [http://www.bauhaus-dessau.de/en/history.asp?p=timeline28 Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1928]</ref><ref>Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 174</ref>,. E-lec’h bezañ kenedus e voe kentoc’h skiantel e sell: ar produoù a ranke bezañ « ret, ha ken neptu [...] ha ma c’heller ijinañ. »<ref>Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2002, p. 196</ref>
Linenn 56:
[[Skeudenn:Bauhaus-Dessau Festsaal.jpg|thumb|left|240px|Sal gouelioù Bauhaus Dessau :kadorioù gant Breuer, gleuzeurioù gant Krajewski]]
 
E miz Gouere [[1929]]<ref name="A1929">{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1929 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1929]</ref> e voe kenteuzet ar stalioù-labour metal, koad ha livañ mogerioù, dont a rejont da vezañ ar stal-labour a eil enk, renet gant [[Alfred Arndt]].
Ur rann luc’hskeudenniñ a vo krouet dindan renerezh Walter Peterhans hag ar savour-kêraozour Ludwig Hilberseimer a voe degemeret.
Muioc’h-mui a gelennerien a voe displijet gant Meyer : a-fet deskadurezh e kave dezho e oa troet betek re war an oberoù sokial, hag a-fet krouiñ e kavent e oa re skiantel e sell war an traoù. Rebechet e voe outañ ivez bezañ kendalc’het gant e oberiantiz komunour ha bezañ kaset ar Bauhaus war-du ar politikerezh. Lakaet e voe a-gostez hag erlec’hiet e voe gant ar savour [[Ludwig Mies van der Rohe]]<ref>{{en}}[http://www.bauhaus-dessau.de/en/history.asp?p=timeline30 Diazezadur Bauhaus Dessau, amzeroniezh, 1930]</ref><ref>Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen, 2006, p. 80</ref>. Van der Rohe a glaskas dizober al liammoù etre ar Bauhaus hag ar politikerezh<ref>Bauhaus, Magdalena Droste, Taschen,2002, p. 204</ref> : ur strollad studierien, hag a oa komunourien hag a-du gant Meyer, a voe skarzhet.
E [[1930]] e voe lakaet reolennoù nevez e pleustr, o kemenn ma oa difennet ober politikerezh er Bauhaus. Ar programm kentelioù a voe kemmet ivez, perzh ar savouriezh a vrasaas betek dont da vezañ al lodenn bouezusañ. Klee ha Stölzl a guitaas ar Bauhaus.
E miz Du [[1931]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1931 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1931]</ref> e voe gounezet dilennadeg ti-kêr Dessau gant [[NSDAP]], ur strollad politikel a-enep groñs d’ar Bauhaus.
E penn-kentañ [[1932]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1932 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1932]</ref> e voe degemeret ar savourez diabarzh tiez [[Lilly Reich]], dezhi d’ober war-dro ar stal-labour gwiad ha hini an ober a eil renk.
D’an 22 a viz Eost [[1932]] e voe degemeret ur mennad kinniget gant an Nazied, o c’houlenn ma vefe divodet ar Bauhaus. Bauhaus [[Dessau]] a voe serret d’ar 1añ a viz Here [[1932]].
 
Linenn 68:
Goude klozadur Bauhaus [[Dessau]] e voe kinniget gant div gêr sokial-demokrat ([[Magdeburg]] ha [[Leipzig]]) degemer ar Bauhaus.
Met divizet e oa bet gant [[Ludwig Mies van der Rohe]], a-raok zoken ma vefe serret Bauhaus Dessau, e vefe dilojet da [[Berlin|Verlin]] hag e teufe ar Bauhaus da vezañ ur skol brevez. Neuze e tilojas ar Bauhaus da [[Berlin|Verlin]], hag en em stalias en ul labouradeg pellgomzerioù dilezet.
D’an 11 a viz Ebrel [[1933]]<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20110502144654/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/zeittafel1919.htm#1932 Dielloù Bauhaus, amzeroniezh, 1933]</ref> e voe aozet ur furchadeg gant ar [[Gestapo]] hag e voe lakaet sielloù war ar Bauhaus.
Rankout a reas [[Ludwig Mies van der Rohe]] marc’hata gant ar re e penn evit ma tigorfe ar Bauhaus en-dro, evel skol arzoù prevez. Rankout a reas asantiñ ivez e vefe skarzhet [[Vassily Kandinsky]] ha Hilberseimer. D’an 19 a viz Gouere ec’h embannas [[Ludwig Mies van der Rohe]] hag ar vistri e oa divodet ar Bauhaus.
 
Linenn 105:
 
 
Krouet e voe ar stal-labour metal<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20101124001353/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/werkstaetten/werkstaetten_metall.htm Dielloù Bauhaus, stal-metal]</ref> e [[1920]], dindan renerezh Itten. Pa’z eas kuit e voe erlec’hiet gant [[Moholy-Nagy]], hag a zegasas kemm : pouezañ a reas evit ma vefe implijet danvezioù nevez (gwer, pleksiglas) evit ma vefe akomod ar c’hrouiñ. Er bloavezhioù-se e voe krouet unan eus oberennoù brudetañ ar Bauhaus : ar gleuzeur, hag a voe lakaet e gwerzh adalek [[1924]].
E-touez arzourien wellañ ar stal-labour-se e oa [[Marianne Brandt]], brudet evit an holl draoù savet ganti (podoù-te, luduerien…) e metal, hag adembannet hiziv an deiz.
Goude bezañ dilojet da [[Dessau]] e teuas ar stal-labour metal da vezañ ur studio krouiñ madoù industriezh. Kemend-se a voe graet diwar atiz Meyer. Adalek [[1928]] e varc’hataas [[Marianne Brandt]] evit ma vefe produet patromoù standart ar c’hleuzeurioù e industriezhioù.
Linenn 111:
== Ar stal-labour poderezh ==
 
Ar stal-labour poderezh<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20090306191445/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/werkstaetten/werkstaetten_keramik.htm Dielloù Bauhaus, stal-labour poderezh]</ref> a voe krouet e [[1920]] e Dornburg/Saale, 30 km eus [[Weimar]]. Er penn-kentañ ne voe nemet produoù dibar, goude-se, diwar atiz Theodor Bogler, e voent produet dre an industriezh. Ne voe ket kaset ar stal-labour poderezh da Dessau.
 
[[Skeudenn:Bauhaus Chair Breuer.png|thumb|left|Kador ''Wassily'', M. Breuer]]
Linenn 117:
== Ar stal-labour koad hag arrebeuri ==
Er penn-kentañ e voe renet ar stal-labour koad<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20101010035906/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/werkstaetten/werkstaetten_moebel.htm Dielloù Bauhaus, stal-labour koad]</ref> gant Itten. Adalek [[1921]] e reas Gropius war-dro.
Buan e voe skoueriakaet ar stal-labour hag ar c’hrouiñ. Kador-vec’h goulazhoù Breuer ([[1922]]) a voe savet goude ur studiadenn bizh a-benn anavezout perzhioù ar produ<ref>Classiques Phaidon du design, Classiques Phaidon, 2007, I, 128</ref>.
Ur wech degouezhet ar Bauhaus e [[Dessau]] e voe lakaet ar stal-labour koad dindan renerezh Breuer, hag a implijas perzhioù an dir a-benn krouiñ kadorioù nevez da vat. E-touez ar re vrudetañ emañ ar gador Wassily hag ar gador skouer B3.
Linenn 125:
== Ar stal-labour gwiadiñ ==
 
Adalek penn-kentañ ar Bauhaus e voe gouestlet ar stal-labour gwiadiñ <ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20100317143027/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/werkstaetten/werkstaetten_weberei.htm Dielloù Bauhaus, stal-labour gwiadiñ]</ref> d’ar merc’hed niverus a zeske er Bauhaus.
Teknikoù liesseurt a voe kelennet er penn-kentañ : gwiad, broderezh, gwierezh, dantelezh tev, kroched, skouloumiñ.
Buan e voe implijet ar gwiad nemetken, a-benn arnodiñ programm ar Bauhaus.
Linenn 141:
 
Goude ma vefe bet adaozet ar stalioù-labour e [[1929]] (krouet ar stal-labour a eil renk) e voe produet dreist-holl paper-moger.
E-touez ar paperioù-moger kentañ unliv e voe re ar Bauhaus, hep tres moulet ebet warno. Produet e voe en industriezhioù adalek [[1929]], ha berzh kenwerzhel pennañ ar Bauhaus e voe<ref>{{de}} [https://web.archive.org/web/20101124000624/http://www.bauhaus.de/bauhaus1919/werkstaetten/werkstaetten_wandmalerei.htm Dielloù Bauhaus, stal-labour paper-moger]</ref>.
 
== An dañs ==
Linenn 164:
* [http://www.bauhaus.de Bauhaus-Archiv Museum für Gestaltung]
* [http://www.bauhaus-dessau.de Bauhaus Dessau]
* [https://web.archive.org/web/20050320214825/http://www.arte-tv.com/fr/connaissance-decouverte/architectures-bilbao/Architectures/412160.html Bauhaus Dessau war Arte]
 
[[Rummad:Istor Alamagn en XXvet kantved]]