Beatrice di Tenda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Rescuing 1 sources and tagging 0 as dead.) #IABot (v2.0.8
Linenn 10:
Kentañ pried a voe dezhi eo [[Facino Cane]] an hini e voe, un tamm [[condottiero]] anezhañ, a skrapas an [[dimezell]] eus kastell he zad, hag a gasas anezhi gantañ en e vrezelioù, ha Beatrice ne voe ket hep kemer perzh ha ne chomas ket hep en em gannañ.
 
War-lerc'h intañveziñ ec'h addimezas e 1412, gant [[Filippo Maria Visconti]](1392 – 1447), [[dug Milano]], a oa 20 vloaz yaouankoc'h egeti. Degas a reas Beatrice 4000 dugad aour, ouzhpenn douaroù bras, evel [[argouroù]].<ref>[https://web.archive.org/web/20080513074907/http://www.comune.borgomanero.no.it/turismo/La_Battaglia_di_Borgomanero.htm La Battaglia di Borgomanero] </ref>
 
E [[1418]] e voe tamallet gant he gwaz da vezañ [[avoultrez]]. Anzav a reas, goude bout gwasket ha jahinet, ma voe kondaonet ha dibennet e kastell [[Binasco]], gant he [[serc'h]] (gwir pe faltaziet) d'an [[13 a viz Gwengolo]] [[1418]]. Hervez lod e voe aozet an afer gant [[Agnese del Maino]], a oa dimezell a gompagnunezh Beatrice ha [[pried-kleiz]] Filippo.