James Macpherson : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kendalc'h 1
D Ouzhp. embann. 1añ Skourr Ossian
Linenn 1:
'''James Macpherson''' ([[Gouezeleg Skos]]: ''Seumas MacMhuirich'' pe ''Seumas Mac a' Phearsain''), ganet d'an 27 Here [[1736]] ha marvet d'an 17 C'hwevrer 1796) a zo ur skrivagner, ur barzh, un dastumer lennegezh bobl hag ur politiker skosat brudet evit bezañ bet treuzkaser [[rendael]]et Skourr Oisin (anvet ''Ossian'' ivez), un heuliad barzhoniezh [[meulgan]].
 
==Derou e vuhez ha deskadurezh==
Ganet e voe Macpherson e Ruthven, parrez [[Kingussie]] e [[Badenoch]], [[Inverness-shire]]. Tost-tre voe ar barrez-se er gouezelegva eus [[kazarn]]ioù an arme saoz savet e [[1719]] evit kadarnaat beli ar galloud saoz goude emsavavadeg ar Jacobited e 1715. Un eontr da James, Ewen Macpherson, engouestlet gant eil emsavadeg ar Jakobited e 1745, a yeas d'an emgann hag a zleas bevañ kuzh e-pad 9 bloaz goude [[Emgann Culloden]], ma voe e niz un [[krennard|c'hrennard]] er mare-se.<br>
E 1752 e yeas Macpherson d'ober studioù d'ar King's College (Skolaj roueel) ha d'ar Marischal College, e [[Aberdeen]] (diwezhatoc'h ez aint da vezañ Sko-Veur Aberdeen). Eno e studias [[Brezel Galia]] gant Jul Kaezar, e-lec'h e kavas menegoù meuriadoù kentidik ar Jermaned[[Germaned]] e-tal lu ar Romaned sevenaet. Krediñ a reer ez eas da Skol-Veur Dinedin da-c'houde. Pa voe studier e krogas gant ar sevel barzhonegoù e-leizh, en o zouez ''The Highlander'', ur hir a meulgan.
 
== O tastum barzhoniezh gouezelek Bro-Skos==
Echuet e studioù e teuas da Ruthven en-dro hag e labouras evel mestr-skol ha evel kelenner-ti da-c'houde. E 1760 ez eas da enezenn NorthNorzh Uist hag e kejas gant John MacCdrum, barzh ofisiel ar C'hlan MacDonald Sleat. Diwar hemañ diwezhañ ne oa ket Macpherson ur gouezeleger disi er mare-se. Broudet e voe gant meur a lenneg da embann 15 barzhoneg gouezelek a dispake hirvoudoù e-ser marvioù brezelourien dindan titl ''Fragments of Ancient Poetry collected in the Highlands of Scotland'' (Arroudoù barzhoniezh gozh dastumet e Broioù-Uhel Bro-Skos). Pa voenvoent adkemeret a-dammoù er ''The Scots Magazine''hag er ''The Gentleman's Magazine''e teuont da vezañ brudet-tre evel testoù ar barzhoniezh meulgan kollet.
herson
Hugh Blair, hag eñ kendrec'het war hended ar pezhioù a savas ur gest evit arc'hantaouiñ enklaskoù Macpherson a grogas, e Fall-amzer 1760 gant un droiad e pastell-vro Inverness, Enezenn Skye, Enezennoù Norzh-Uist ha Su-Uist, ha [[Benbecula]]. Sañset e kavas dornskridoù gant harp Kabiten Morrîson ha ar pastor Gallie. Pelloc'h e skoas d'an Enezenn Mull ma lavaras en doe kavet dornskridoù eno.
 
==Ossian==
Diskleriañ a reas e 1761 Macpherson en doe kavet ur gwerzh-veur, ma oe kaoz eus troioù-kaer Ossian (Oisin e [[iwerzhoneg]]), mab da Fionn mac Cumhaill/Finn McCool), hemañ kevatal da Fingal, [[Mojennerezh Iwerzhon|haroz gwerzioù e iwerzhoneg kozh]]. E dibenn ar bloaz e lakaas da voullañ ''Fingal, an Ancient Epic Poem in Six Books, together with Several Other Poems composed by Ossian, the Son of Fingal, translated from the Gaelic Language'', savet er memes komz-plaen sonerezhel evel ma oe bet skrivet e gentañ 0,levr barzhoniezh. Embannañ a reas ''Temora'' hag un embannadur ssian nevez e 1763.
 
 
[[Rummad:Lennegezh Bro-Skos]][[Rummad:Ganedigezhioù 1736]][[Rummad:Marvioù 1796]][[Rummad:Skrivagnerien c'houezelegien]]
 
 
[[en:James Macpherson]]