Colonnes infernales : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 8:
Disoc'h an doare-se d'ober, a oa bet ar c'hontrol mik diouzh ar pezh a oa sañset bezañ. Emsavadegoù lies a voe gant ar jeneraled Charette, Stofflet, Sapinaud ha Marigny. A-benn ar fin ar jeneral Turreau ne oa ket deuet a-benn da drec'hiñ an emsavidi fuloret ruz. Fallagriezh daonet ar c'holonennoù a oa bet diskuilhet gant ar republikaned lec'hel ha gant [[Représentant en mission|komiserien poltikel]]. Kollet gantañ fiziañs [[Komite ar salud publik]], skarzhet e vez diouzh e bost. Dre ma ne oa ket mui e-penn an traoù e voe pouezet e miz Mae 1794 gant obererezhioù ar c'holonennoù. Ar brezel a oa bet adlañset ha padout a raio betek 1795.
== Ar Spont bras er c'hornôg ==
Memes mare evit ar c'holonennoù-tan, ar [[Spont bras]] a vez lakaet da dalvezout el lec'hioù republikan lec'h ma veze kavet milieroù a brizonidi, tud eus Vendée, [[Chouanerezh|Chouanted]], Girondined... Soudarded ar c'holonennoù-tan a gemere perzh a-wechoù er boan a varv. Al Loire-Inférieure hag ar Maine-et-Loire a oa bet an daou departamant lec'h ma voe ar muiañ a dud lazhet e-kerzh ar Spont bras.
 
El Loire-Inférieure, e Naoned, ar c'homiser [[Jean-Baptiste Carrier]], a lak d'ar marv etre 8000 hag 11 000 prizoniad, maouezed, bugale war un hollad a 12 000 ha 13 000 prizoniad. Beuzadennoù Naoned etre ar [[16 a viz Kerzu]] [[1793]] betek ar [[27 a viz C'hwevrer]] [[1794]], a lazh etre 1 800 ha 9 000 den, hervez an istorourien e vefe muioc'h etre 4 000 ha 4 860. Fuzuilhadennoù Naoned a lazh etre 2 600 ha 3 600 gouzañver. Ar [[guillotine]], staliet Plasenn Bouffay, a voe implijet evit 144 den, gant 24 artizan ha labourer lazhet d'ar 17 a viz Kerzu 1793, e-touezh anezho : 4 bugel oadet a 13 pe 14 vloaz. Ar guillotine a voe implijet goude-se evit 27 den all d'an 19 a viz Kerzu, gant 7 maouez lazhet, ar c'hoarezed Métayrie en o zouezh, oadet etre 17 hag 28 vloaz. Ouzhpenn-se, ar c'hleñved-red [[Typhus]] en toulloù-bac'h en Naoned en doa lazhet un 3 000 den. E Paimbœuf, 162 den a zo toullbac'het, 103 a voe fuzuilhet pe dibennet.
 
== Hent ar golonennoù ==
D'an 28 a viz C'hwevrer, ar golonenn a stourm a-enep unvezioù stourm [[François-Athanase de Charette de La Contrie |Charette]]. E-kerzh ar stourmadenn ar penn batailhon Matincourt, un ofiser un officier eus Cordellier, a ya el Lucs-sur-Boulogne hag a lazhadegañ etre 500 ha 900 trevour e Chapel ar Petit-Luc. Al lazhadeg-se a zo marteze an hini brudetañ gant ar c'holonennoù-tan. 564 korf a zo bet adkavet gant abad [[Charles Vincent Barbedette]], gant 109 bugel oadet dindan 7 vloaz.