Emgann Wagram : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|upright=1.6|Napoleon e-kerzh Emgann Wagram '''Emgann Wagram''' a oa ebt stourmet eus ar 5 betek ar 6 a viz Gouhere 1809 e-ke..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 1 C'hwe 2021 da 12:07

Emgann Wagram a oa ebt stourmet eus ar 5 betek ar 6 a viz Gouhere 1809 e-kerzh Brezelioù Napoleon. An trec'h a oa bet gant an Impalaer Napoleon met a voe koustus evit al lu c'hall hag he harperien. An arme aostrian a oa renet gant an Arc'hdug Charlez, Dug Teschen. Dre an disorc'h e oa bet freuzet ar bemvet Kevredad, an emglev etre Aostria hag ar Rouantelezh-Unanet a-enep Bro-C'hall.

Napoleon e-kerzh Emgann Wagram

Gant un hollad a 80 000 koll (lazhet, gloazet ha steuziet), Emgann Wagram a oa bet unan gwadus. Implijet e oa bet 1000 pezh kanol o devoa tennet 180 000 obuzenn war an dachenn emgann kompez lec'h ma oa un 300 000 bennak a soudarded. Sklaer eo e oa aet ar maout gant Napoleon met, ne oa ket deuet a-benn da implij an trec'h-se evit an dazont. Ouzhpenn-se kolloù Aostria a oa tost memes re evit an nerzhioù gall ha kevredet. An trec'h brasañ a oa bet a fed spered rak, Aostria a oa bet tizhet don betek koll an nerzh hag ar spi er stourm. Sinet e voe Emglev Schönbrunn a dennas ur c'hwec'hvedenn eus hollad annezidi an Impalaeriezh, gant lod tiriadoù. Aostria a oa mouget gant ar c'holl douaroù-se en e holl harzoù betek Kampagn Alamagn 1813.