Diroll ar Menez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kendalc'h 7
Reizh.
Linenn 4:
== Danevell an Tad Maner ==
=== Degouezhioù er menezioù ===
En e zornlevr[[deizlevr]] ar misionoù e kont an Tad Maner e kejas e [[Sant-Wenn]] gant un den yaouank pa oa o prezegenniñ ur [[mision]] e dibenn ar bloaz [[1649]]. Hemañ a lavare e voe heskinet gant un aozadur kevrinus en doa dilezet. Er vro-se e veze dalc'het bodadegoù noz e-kreiz al lanneier digenvez. Eno en em dolpe engroezioù a dud trouzus dindan sklerijenn luc'hel ar [[bod-tan|bodoù-tan]] o c'hoari c'hoarioù chañs hag o tañsal tro-dro d'un [[tron]] alaouret ma veze kludet un ["[euzhvil]] orollus" warnañ. Pep den a dlee dont evit touiñ e chomfe feal dezhañ hag e promete an [[eürusted]] buhez-pad. Ret e veze e azeuliñ, pokañ dezhañ en ur doare hudur, en em reiñ [[korf]] hag [[ene]] dezhañ. Evit kaout an droed da vont er fest e veze goulennet ma vefe dinac'het ar feiz kristen hag ar [[badeziant|vadeziant]]. Resevet en doa an den yaouank ur merk andiverkadus war e [[kilpenn|gilpenn]] ha tennet e voe ur banne [[gwad]] eus ur [[biz]] dezhañ evit skrivañ e anv e-barzh ul levr du. Dimezet e veze ar baotred gant plac'hed du gant treid divalav hag an [[dimezell]]ed gant [[denjentil|tudjentiled]] vil hag e veze gastaouet gant an holl. Meneget ez eus ul lec'h bodadegoù boas e-kreiz al lanneier, "''ar Seizh Hent war harzoù [[eskopti Gwened]]''". Anv zo ivez eus [[Mur (kumun)|Mur]] ha [[Boulvriag]].

Hervez danevell latin Juluan Maner, hemañ a lakaas war wel, e-pad ar c'hofezioù, ne veze ket darempredet ar [[sabat(sorserezh)|sabatoù]] gant un niver bihan a dud evel ma krede lod, met gant ur bobl a dud. Dont a rae pep stad ar gevredigezh, ken en em gave asambles gwazed, maouezed, plac'hed ha bugale gouestlet d'an [[Diaoul]], a-raok bezañ bet ganet, a-wezhoù, gant o c'herent. Tudjentiled a geje ouzh tud a renk izel, pa oa kaoz eus beleien ha leaned ivez.

=== Oberoù ar visionerien ===
Anv ez eus eus un diaoul a laka pep den deuet da lec'h ar sabat da sentiñ ouzh e volontez. Dre vras e weler taolenn voutin ar [[sabat]]oùsabatoù, met e pouezas ar misioner war al lidoù dindan an amzer ha e c'hellfent bezañ bet lidoù sevenet a-gozh ha treuzdeskrivet <ref>En em c'houlenn a rae Gwenc'hlan ar Skouezeg ha ne c'hellfe ket bezañ bet lidoù ragistorel pe gelt.</ref>.
Er c'hofezioù e selaouas an Tad Maner hiniennoù a anzavas ma oant bet broudet da vont da gofez gant ur [[gweledigezh|weledigezh]] bozitivel, met darn anezho a lavar ma 'z int bet diheñchet "ugent gwezh" pa oant o tont davetañ dre weledigezhioù hirisus.

E deizlevr an tad misioner e weler, eus un tu, ar veleien digalonekaet gant tud distroet d'o blegoù kozh hag, eus un tu all, an amdroadurioù d'ar vuhez kristen dre sikour "Maria, ar Werc'hez santel" pe [[sant Kaourintin]]. Kontañ a ra ivez ma tarzhas un [[arnev]] gant [[luc'hed]] ha [[kurun]] pa oa "Priñs an Deñvalijenn" o prezegenniñ ha gweledigezh an [[ael]]ed o huchal : "Diaouloù an [[Ifern]], petra emaoc'h oc'h ober amañ ? Piv en deus roet deoc'h ar beli war an dud-se ? ." Tec'het voe an diaouloù o yudal "ken e seblante an douar bezañ o vrallañ". Hag e lavaras an aeled da "sklaved Satan" : "Grit pinijenn..." ha kit da welet ar visionerien a zo deuet er bastell-vro evit ma 'z eoc'h da gofez. Menegiñ a ra m'o deus broudet gweledigezh an aeled amdroadur meur a arvester.

Linenn 33:

== Deveizadur ==
Oberiant e voe Juluan Maner e diwezh ar mare ma voe hetaet, barnet ha kondaonet d'ar marv miliadoù [[sorser]]ien ha [[sorserez]]ed, met ne zeskriv ket seurt tud e penn an diroll. Seurt trioùtroioù-chase ne voe ket gwelet e Breizh. Koulskoude, e Sant-Wenn, selaouet e doe "un den yaouank a lavare ma voe heskinet ha gourdrouzet da vezañ kaset d'ar marv gant ur gevredigezh gevrinus m'en doe dilizet…". Muioc'h c'hoazh ma vez anv un diaoul prezegenner e spurmanter un "diaoul hiniennel ha boazidi sinagogen an Diaoul" o tont evit heskinañ an traitour. Kalz a draou boutin e sabatoù ar sorserien pe sorserezed a gaver e deskrivadur sabatoù ar Menez (diaoul, [[banvez]]ioù, [[dañs]]où, pokañ d'an diaoul, gadaliezh…). Kalz eus an ebatoù a vez gwelet anezho e-doug festoù ar bobl erfin.

Dont a reas Juluan Maner a-benn da gendrec'hiñ pennoù an Iliz katolik ober gant un hentenn atersiñ evit lakaat an diskreded a zizivouderezh da anzavout ha da zinac'h o c'hredennoù. Hetaet e veze ar brotestanted o doa gounezet bezañ mistri e darn ar [[riez]]où e Norzh ha Reter Europa. Ar seurt [[disivoud]]erien a voe moustret en ur harpañ war lezioù-barn gant barnerien relijiel arbennigour, lezvarn an Inkizision krouet gant ar [[Pab]] e [[1213]]. Pa veze diskoachet disivouderien (tud bet kristen nemetken) en ur bastell-vro bennak e embanned ma vijent disklaeriet gant pep den a ouie traou kuzh.

Diskouez a ra an Tad Séjourné, ne voe ket heuliet ar prozsezadur-se gant asant eskibien Kerne, Gwened ha Sant-Brieg. E-lec'h klask an dud e veze desachet an holl barrezianiz da gofes ha da anzav ar pezh o doa graet pe welet er-maezh eus deskadurezh an Iliz katolik. N'eo ket sklaer perak e krede an Tad Maner e oa posubl distreiñ darnvuiañ an deñved dianket hep nep redi.