Gouezeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
hizivadur
→‎Monumantoù ha traoù heverk: chapel ar feunteunioù zo bet ouzhpennet
Linenn 37:
 
Mont a reer tre ar porzh-iliz dre un nor bras-divent eus 1754 zo kinklet gant peder delwenn e maen Kersanton, maen teñval a veze tennet eus mengleuzioù zo anezho war ribl ar richer [[Daoulaz|Zaoulaz]] e Penn-ar_Bed, aes da gizellañ ha dre-se implijet ingal evit kizellañ e Breizh.
 
==== Chapel ar feunteunioù ====
Ar chapel, bet perc'hennet gant abati [[Sistersianed|sistercian]] Koat Malouen ha goude gant duged Breizh, a oa savet e dibenn ar XVvet kantved hag e deroù ar XVIvet kantved. Roet e oa ec'h anv dezhi diwar an teir feunteun a zo o redek en he c'hichen.
 
Gwelet a reer, en diabarzh, er pavezadur ardamezioù Gwion Kelenneg, [[kambrelan]] dug breizh, hag e wreg Janed Rostrenen (dimezet e 1450), ur murlivadur a daolenn [[Skourjezañ Jezuz (Piero della Francesca)|skourjezadenn]] ar C'hrist, bet graet en hanterenn gentañ ar XVIIvet kantved, koulz hag un dribunell eus 1671. Gwelet a reer ivez tammoù bras eus gwerennoù-livet eus ar XVIvet kantved a oa gouestlet da [[Pasion Jezuz|Basion ar C'hrist]] ha da gurunidigezh ar Werc'hez Vari.
 
Ar c'hloc'hdi , dezhañ un doenn volzek eizhkognek, zo sko ouzh un douribell-skalerioù. Savet e oa en-dro e dibenn ar XVIIvet kantved hag e deroù an XVIIIvet kantved.
 
== Tud ==