James Macpherson : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astenn war an dael hag e vuhez bolitikel
D Kannad Breizh-Veur
Linenn 13:
|influenced = [[William Butler Yeats|Yeats]], [[Goethe]], [[Hart Crane]]-->
}}
'''James Macpherson''' ([[Gouezeleg Skos]]: ''Seumas MacMhuirich'' pe ''Seumas Mac a' Phearsain''), ganet d'an 27 Here [[1736]] ha marvet d'an 17 C'hwevrer 1796, a oa ur skrivagner, ur barzh, un dastumer lennegezh pobl hag ur politiker skosat brudet evit bezañ bet treuzkaser [[rendael]]et Skourr Ossian, un heuliad [[barzhoniezh]] [[meulgan]]. Evel [[Iolo Morgannwg]] ha [[Teodor Kervarker]] e voe tamallet gant lenneirn evit bezañ bet ur falser p'en doe lakaet da voullañ tammoù lennegezh skrivet pe dre gomz.
 
==Derou e vuhez ha deskadurezh==
Ganet e voe Macpherson e Ruthven, e [[parrez]] [[Kingussie]] e [[Badenoch]], [[Inverness-shire]]. Tost-tre voe ar barrez-se er gouezelegva eus [[kazarn]]ioù an arme saoz savet e [[1719]] evit kadarnaat beli ar galloud saoz goude emsavavadeg ar Jacobited e 1715. Un [[eontr]] da James, Ewen Macpherson, engouestlet gant eil emsavadeg ar Jakobited e 1745, a yeas d'an emgann hag a zleas bevañ kuzh e-pad 9 bloaz goude [[Emgann Culloden]], ma voe e niz un [[krennard|c'hrennard]] er mare-se.<br>
E 1752 e yeas Macpherson d'ober studioù d'ar King's College (Skolaj roueel) ha d'ar Marischal College, e [[Aberdeen]] (diwezhatoc'h ez aint da vezañ Sko-Veur Aberdeen). Eno e studias [[Brezel Galia]] gant Jul Kaezar, e-lec'h e kavas menegoù meuriadoù kentidik ar [[Germaned]] e-tal lu ar [[Romaned]] sevenaet. Krediñ a reer ez eas da Skol-Veur Dinedin da-c'houde. Pa voe studier e krogas gant ar sevel barzhonegoù e-leizh, en o zouez ''The Highlander'', ur hir a meulgan.
 
== Dastum barzhoniezh ouezelek Bro-Skos==
Echuet e studioù e teuas da Ruthven en-dro hag e labouras evel mestr-skol hahag evel kelenner-ti da-c'houde. E 1760 ez eas da enezenn Norzh Uist hag e kejas gant John MacCdrumMacCodrum, barzh ofisiel ar C'hlan MacDonald Sleat. Diwar hemañ diwezhañ ne oa ket Macpherson ur gouezeleger disi er mare-se. Broudet e voe gant meur a lenneg da embann 15 barzhoneg gouezelek a dispake hirvoudoù e-ser marvioù brezelourien dindan titl ''Fragments of Ancient Poetry collected in the Highlands of Scotland'' (Arroudoù barzhoniezh gozh dastumet e Broioù-Uhel Bro-Skos). Pa voent adkemeret a-dammoù er ''The Scots Magazine''hag er ''The Gentleman's Magazine''e teuont da vezañ brudet-tre evel testoù ar barzhoniezh meulgan kollet.
 
herson
Hugh Blair, hag eñ kendrec'het war hended ar pezhioù, a savas ur gest evit arc'hantaouiñ enklaskoù Macpherson a grogas, e Fall-amzer [[1760]] gant un droiad e pastell-vro Inverness, Enezenn Skye, Enezennoù Norzh-Uist ha Su-Uist, ha [[Benbecula]]. Sañset e kavas dornskridoù gant harp Kabiten Morrîson ha ar pastor Gallie. Pelloc'h e skoas d'an Enezenn Mull ma lavaras en doe kavet dornskridoù eno.
 
==Ossian==
Diskleriañ a reas, e [[1761]], Macpherson en doe kavet ur gwerzh-veur, ma oe kaoz eus troioù-kaer Ossian (Oisin e [[iwerzhoneg]]), mab da Fionn mac Cumhaill/Finn McCool), hemañ kevatal da Fingal, [[Mojennerezh Iwerzhon|haroz gwerzioù e iwerzhoneg kozh]]. E dibenn ar bloaz e lakaas da voullañ ''Fingal, an Ancient Epic Poem in Six Books, together with Several Other Poems composed by Ossian, the Son of Fingal, translated from the Gaelic Language'', savet er memes komz-plaen sonerezhel evel ma oe bet skrivet e gentañ levr barzhoniezh. Embannañ a reas ''Temora'' hag un embannadur ssianOssian nevez e 1763.
 
Nac'het e voe kerkent goude [[dilested]] ar barzhonegoù-se savet gant ur barzh a veve, sañset er IIIvet kantved, dreist-holl gant Charles O'Connor a gavas diwirheñvel lod diogeladurioù James Macpherson hag ea verzas fazioù bras war doareoù an anvioù-tud hag al [[lec'hanv]]ioù kozh. Kazusoc'h c'hoazh e tiskouezas [[Samuel Johnson]] (''A Journey to the Western Islands of Scotland'', 1775) ma voe bet dastumet, staget hag adskrivet pezhioù barzhoniezh ha kontadennoù, ken e teuent da vezañ ur skrid nevez holl. HaEmbannet pae voe embannet e [[1807]], darn an dornskridoù (goude marv ar skrivagner), darn an dornskridoù ha pa voe embannet er c'hantved war lerc'h arguzennoù evit difenn al labour dastum, den ne kavas tu da eilpennañ barn al lenneien.
 
==OberezhioùObererezhioù all==
E 1774, Macpherson a yeas da sekretour ar gouarnour trevadennel, George Johnston, e [[Pensacola]] ([[Florida]]), met e teuas da Vreizh-Veur en-dro goude un tabut gant e vestr. Aotreet e voe treiñ e gopr da leve.<br>
Sevel a reas meur a skrid istorel, ar pouezusañ anezho, embannet e [[1775]], ''Original Papers, containing the Secret History of Great Britain from the Restoration to the Accession of the House of Hanover'', gant ar raktitl ''Extracts from the Life of James II'', as written by himself (1775)<ref>''Paperioù orin, enno Istor kuzh e Breizh-Veur, adal Assavidigezh betek donedigezh Tiernac'h Hannover'', raktitlet Arroudoù buhezskrid Jakez II a Vreizh-Veur, hervez e skridoù dezhañ.</ref>.
Gopret e voe evit difenn ha brudañ politikerezh ar [[gouarnamant]] renet gant Lord North ha e voe anvet da dileuriad Mohamed Ali Walajan, priñs [[India]], war ur post paeet mad-tre. E 1780 e voe dilennet da gannadzilkannadannad pastell-vro Camelford ([[Kerne-Veur]])hag e chomas gant ar saviadur-se betek e varv.
 
== Kannad Breizh-Veur ==
O vezañ ma voe Jakobited e familh, met aet war-du an Tiernach o ren en em lakaas war ar renk hag e tapas ur sez e Camelford e-doug an dilennadegoù [[kannad]]ed e 1780. Addilennet e voe e 1784 ha en eztezioùd a-heul betek dibenn e vuhez. Ne voe kavet kalz a roudoù eus e labour kannad, nemet e rolloù kannaded bet gopret evit obererezhioù dangel evit harpañ ar gouarnamant. Diskouezet eo e-barzh un nebeud lizhiri prevez skrivet gant politikourien kempred. E 1783 e labouras gant Sir Nathaniel Wraxal.<ref>Bailey, Saunders, The Life and Letters of James Macpherson, pajenn 293.</ref> hag e voe merzet gant an dud evel un den pinvidik-tre.
 
 
 
== Pennadoù nes ==
* [[Teodor Kervarker]]
* [[Iolo Morgannwg]]
 
Gopret e voe evit difenn ha brudañ politikerezh ar [[gouarnamant]] renet gant Lord North ha e voe anvet da dileuriad Mohamed Ali Walajan, priñs [[India]], war ur post paeet mad-tre. E 1780 e voe dilennet da gannad pastell-vro Camelford hag e chomas gant ar saviadur-se betek e varv.
 
== Notennoù ha daveennoù ==