Frizeg ar c'hornôg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug
Linenn 39:
| ISO/DIS 639-3(T): || [http://www.ethnologue.com/14/show_iso639.asp?code=fry]
|}
'''Frizeg ar c'hornôg''', anvet ivez ''frizeg'' hepmuiken (''West-Frysk''), zo ur yezh c'hermanek eus skourr ar [[yezhoù frizek]] a gomzer e proviñs [[Friz]] en [[Izelvroioù]]. Gant an anv ''frizeg ar c'hornôg'' e reer evit diforc’hañ ar yezh-mañ diouzh ar yezhoù kar a gaozeer en [[Alamagn]] : [[frizeg ar reter]] ha [[frizeg an hanternoz]]. En Izelvroioù avat e reer peurvuiañ gant ''frizeg'' hepken (''Frysk'' e frizeg ha ''Fries'' e [[nederlandeg]]). An anv ''West-Fries'' a dalvez, e nederlandeg, d’ober meneg eus rannyezhoù [[yezhoù frankek izel|izelfrankek]] komzet en hanternoz [[Holland]]. Gant un anv all e ra ar yezhoniourien ivez evit frizeg ar c'hornôg : ''Westlauwers-Fries'' pe ''Westerlauwersk Frysk'', da lavarout eo « frizeg er c'hornôg d’al Lauwers », diwar anv ar stêr [[Lauwers]] a zisparti proviñsoù Friz ha [[Groningen (proviñs)|Groningen]].
 
Ar frizeg a vez komzet gant war-dro 440 000 a dud, an div drederenn eus annezidi proviñs Friz, a sav o niver da 643 000 (e 2005). E-touez annezidi Friz ez eus 94% zo gouest da gompren frizeg komzet, 74% a c’hell kaozeal frizeg (evel yezh kentañ pe evel eil yezh), 65% zo gouest d’e lenn, ha 17% anezho zo barrek d’e skrivañ.