Douar ha Frankiz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Ouzhp.ha reizh. mennozhioù ha daveoù
D Ouzhp. peragoù ar sevel
Linenn 1:
'''Douar ha Frankiz''' a zo ur [[strollad politikel]] krouet e Meurzh 2020, e bal "sevel ur [[riegezh]] breizhat dre an ensavadurioù politikel lakaet da servij ar [[poblañs|boblañs]]". Lakaat a ra war wel e amkan war hir termen, [[dizalc'hiezh Breizh]]. N'eus ket a zen a zo bet dileuriet evel penn pe vouezh aotreet.
 
== Palioù pennañ ha peragoù ==
Sevel kengorioù lec'hel a vo ar pal kentañ evit levezoniñ kuzulioù-kumun da gentañ gant ar [[mennozh]]ioù pennañ, ar [[kengevreadouriezh|gengevreadouriezh]] demokratel hervez skridoù [[Murray Bookchin]] war an [[ekologouriezh]] sokial ha radikal, ar gêrouriezh frankizelour, ar [[benevelouriezh|venevelouriezh]] hag ar stourm ouzh ar serzhouriezh. Roet e tle bezañ roet ur [[korvoder izek|c'horvoder izek]] da bep [[kouer]] ekologour. N'eus ket mall ganto mont war ar renk en [[dilennadeg]]où bras.<br>
Aterset gant ar gelaouenn ''[[Bretons]]'', [[Alan Le Cloarec]] (Alan ar C'hoareg) en doe berraet peragoù krouidigezh an aozadur dizalc'hour ha n'eo ket boaz klevout seurt komzoù, hervez an aterser :`
{{quote}}E-tal ur Stad, ha e chomo enteuzelour da viken, ne c'heller tremen hep an dizalc'houriezh. M'emañ Breizh e taras da vont da get, n'eus ket tu d'ober un dibab all. N'eo ket ur vad nag ur gwir, un ostilh nemet ken evit sevel ur raktres kevredigezh nevez… Sevel ur vro nevez dezhañ reolennoù ha lezennoù nevez ha reishañ hag a vo reteraet war-zu an ekologouriezh, ar venevelouriezh ha ar gengevreadouriezh… <ref>Face à un État assimilationniste et qui ne cessera jamais de l'être, l'indépendance apparaît inéluctable. Il n'y a pas d'autre choix, au risque de voir la Bretagne de nouveau menaçée de disparition. Ce n'est pas une faveur, ni un droit, simplement un outil pour construire un nouveau projet de société… Construire un nouveau pays avec de nouvelles règles et de nouvelles lois plus justes, tournées vers l'écologisme, le féminisme et le confédéralisme…</ref>
 
== Oberezhioù ==
Savet eo bet un nebeud kengorioù lec'hel : Menezioù Are, Tregor, Kerne, Bro-Naoned, Bro-Roazhon, Kreiz-Breizh… <br>
Embannet en doe bet Kengor Bro-Naoned e souten stourm an dud staliet er C'harned adal hañv 2020, e-barzh kumun [[Frozieg]], evit herzel raktres ledanaat porzh [[Mouster-al-Loc'h]].
 
== Levrlennadurezh ==
* ''Un nouveau mouvement indépendantiste''. Ouest-France, 1añ C'hwevrer 2021. Diviz gant Timotée Rogues ha David Derrien.
* ''Douar ha Frankiz veut s’implanter dans le Léon au départ de Plougastel'', ''Le Télégramme'', 11 Genver 2021. Diviz gant Timotée Rogues ha David Derrien.
* Régis Delanoé, ''Alan Le Cloarec : la possibilité d'un indépendance'', ''Bretons'', n° 171, Janvier 2021, p. p. 28-29. Diviz gant unan eus ar gendiazezerien.
* Douar ha Frankiz, [https://www.nhu.bzh/bretagne-independante-douar-ha-frankiz/ ''Une Bretagne indépendante face à l’Histoire''], NHU Bretagne, 2 Here 2020.
* Douar ha Frankiz, [https://www.nhu.bzh/douar-ha-frankiz-bretagne-independance-1/ La Bretagne a les moyens de son indépendance], NHU Bretagne, 3 Gwengolo 2020.
 
 
== Notennoù ha daveennoù ==
 
{{Daveoù}}