Emgann Waterloo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 37:
'''Emgann Waterloo''' a c’hoarvezas d’an [[18 a viz Mezheven]] [[1815]] e-kichen [[Waterloo (Belgia)|Waterloo]], ur gêriadenn eus [[Brabant]] (hiziv e [[Belgia]]) a oa en [[Impalaeriezh C'hall]] en amzer-se hag e [[Belgia]] bremañ. En em gannañ a reas arme an [[Impalaeriezh c'hall kentañ]], renet gant an impalaer gall [[Napoleon Bonaparte]], a-enep un emglev savet etre arme ar [[Rouantelezh-Unanet]], renet gant [[Arthur Wellesley|Dug Wellington]], hini [[Prusia]], renet gant [[Gebhard Leberecht von Blücher]] ha stadoù all kevreet ganto evel [[Rouantelezh Unanet an Izelvroioù|Rouantelezh an Izelvroioù]], [[Rouantelezh Hannover]], Priñselezh [[Braunschweig-Lüneburg]].
 
Gant distro Napoleon er galloud e miz Meurzh 1815, meur a Stad a oa bet enebour dezhañ a oa bet o sevel ar [[Seizhvet Kengevread]] ha kroget e oant da engervel o armeoù. Luioù [[Arthur Wellesley|Wellington]] ha Blücher a oa o c'hortoz nepell diouzh harzoù Bro-C'hall. Napoleon en doa soñjet gellout tagañ pep arme eus e du a-raok ma vefent unvanet en un aloubadeg eus Bro-C'hall gant harp armeoù all ar C'hengevread. D'ar 16 a viz Even Napoleon a oa deuet a-benn da dagañ darn Arme Prusia e-kerzh [[Emgann Ligny]], ar re-se a oa bet o kilañ d'ar 17 a viz Even er biz. Siwazh evit Napoloen kilet e oa bet en urzh mat hag a-stur gant arme Wellington. Napoleon en doa kaset un trede nerzh a-dreñv ar Brusianed, pezh a tegasas [[Emgann Wavre]] gant penn a-dreñv an arme brusian d'an 18-19 a viz Even. An nerzhioù gall-se n'o devoa ket kemeret perzh en Emgann Waterloo.
 
Trec’het e voe arme an Impalaeriezh C'hall ha lakaet e voe fin evel-se da striv Napoleon da zont d’ar galloud en-dro goude bezañ tec’het diouzh enez [[Elba]]. Ur wech faezhet Napoleon en Emgann Waterloo, e voe kaset d’an harlu war enez [[Saint Helena (enezenn)|Saint Helena]].