Kant Devezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8:
 
==Ar gomz==
Da gentañ ne dalveze ket al lavar gallek « Les Cent-Jours » da ober anv eus distro an impalaer, met eus ezvezañs ar roue Loeiz XVIII diouzheus kêr Bariz. Savet e vije bet gant ar prefed Chabrol de Volvic, [[prefed]] an departamant [[Seine (departamant)|Seine]], a zegemeras Loeiz XVIII pa zistroas eus e eil harlu gant ar gerioù-mañ : « Sire, cent jours se sont écoulés depuis le moment fatal où Votre Majesté, forcée de s'arracher aux affections les plus chères, quitta sa capitale au milieu des larmes et des lamentations publiques ». Ne oa ket ar wirionez rik peogwir e oa bet ouzhpenn kant deiz entre skampadenn ar roue d'an 20 a viz Meurzh hag e zistro d'an 8 a viz Gouhere: dek deiz ha kant a oa bet.
 
Adal 1819, en e eñvorennoù ('' Mémoires sur les Cent jours''), e oa bet roet an anv-se gant [[Benjamin Constant]] da zistro Napoleon, ha kemend-all a reas ar Breizhad [[François-René de Chateaubriand]].