Pêr Even : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Arko (kaozeal | degasadennoù)
→‎Oberennoù: liammoù
Linenn 47:
 
* Troidigezh eus ''Le Discours de la Méthode'' gant [[René Descartes]], ''An Displeg war an Hentenn'', e-kreiz ar bloavezhioù '60 evit ar gelaouenn ''Preder''.
* Troidigezh ''Populorum Progressio'' [[Paol VI (pab)|Paol VI]] e [[1969]], Preder.
* ''En Donvor da Vreizh'' e [[1975]], adembannet e [[2004]] gant Imbourc'h. En oberenn-se e plaenae Pêr Even pennañ tezennoù ar gelennadurezh politikel ma rae anezhi ar "gevangevreadelouriezh", en ur ober displegadennoù da istor an Emsav e deroù ar bloavezhioù '70, da heul drouziwezh an [[Front de Libération de la Bretagne|FLB]] kentañ a strafuilhas speredoù ar vrogarourion e Breizh er prantad-hont. Ul lodenn anezhi a zo gouestlet d'an nevezc'herioù en em ziskoueze evit ar wezh kentañ en oberenn-mañ.
* ''Geriadur bihan ar sonerezh'' diwar e bluenn a gaver en un niverenn eus ''Imbourc'h'' er bloavezhioù '70, kresket a galz goude-se hag embannet gant [[Mouladurioù Hor Yezh]] diwezhatoc'h.
* ''[[Gourbannoù sant Eosten]]'', e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle. Embannet e teir levrenn gant Imbourc'h.