Gwerc'hded : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Reizhet un nebeut traoù
Linenn 3:
[[Skeudenn:Gustav Klimt 024.jpg|thumb|right|400px|''Ar gwerc'hezed'', livadur gant [[Gustav Klimt]], [[1913]] .]]
 
Ar '''werc'hded''' (pe '''gwerc'hted''') eo an anv a roer da stad an dud n'o deus ket anavezet c'hoazh an embarañ. Met peogwir n'eo ket termenet strizh adalek pegoulz e paouezezpaouezer da vezañ gwerc'h e vez lavaret gant lod e paouezer da vout gwerc'h adalek ar c'hentañ ober reizhel.
 
Ouzhpenn ster fizikel ar ger ez eus ivez ur ster relijiel, stag ouzh ar [[glanded]], enebet ouzh al [[loustoni]], loustoni ar [[pec'hed]] er relijion gristen.
Linenn 13:
==Gwerc'hted ar c'horf==
===Gant ar baotred===
N'haller ket anataat en un doare fizikel gwerc'hded ar baotred. Peurvuiañ e lavarer eus ur paotr eo gwerc'h keit ha ma n'en deus ket arnodet un darempred reizhel. Dre ma n'eo ket anataet eo n'eo ket prizet kement ha gwerc'hted ar merc'hed.
 
===Gant ar merc'hed===
 
Gwerc'hted ar merc'hed zo anataet gant al [[lienenn-gourz]], pe himen, un tamm kroc'hen a stank ar [[gouhin]] , hag a vez drailhet da vare an embarañ kentañ peurvuiañ, hogen n'eo ket gwir atav.
 
 
Linenn 24:
 
Meizad ar werc'hted a vez prizet kenañ e metoùioù zo, kevredigezhel pe relijiel. Hervez o gizioù eo ret chom gwerc'h betek deiz an eured.
Kement-se a oa gwir en holl sevenadurioù meur, betek ma c'hoarvezas an hilastaliñ, e, Europa hag Amerika er bloavezhioù [[1960]]. Chom a ra gwir er bed muzulman, er gevredigezh hindou, e kevredigezhioù henvoazel Afrika.
 
Er gevredigezh ma'z eo disteraet talvoudegezh ar [[priedelezh|briedelezh]] avat ne daoler ket pled nemeur ken eus ar werc'hted ken.