Georges Danton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Gwellaat}}
'''Georges Jacques Danton''', lesanvet d'Anton <ref>''Quand il s'installe à Paris avant la Révolution : Cabinet de M. d’Anton, avocat ès conseils'' (mammenn : L’État actuel de Paris de 1788).</ref>, ganet d'ar [[26 a viz Here]] [[1759]] en [[Arcis-sur-Aube]] hag aet da Anaon d'ar [[5 a viz Ebrel]] [[1794]] (16 germinal bloavezh II) e [[Pariz]], a oa un alvokad e [[Kuzul roue Bro-C'hall|kuzul ar Roue]] hag ur politikour gall, ministr ar justis. Danton a oa unan eus pennoù bras an [[Dispac'h Gall]], evel [[Honoré-Gabriel Riqueti de Mirabeau|Mirabeau]]. An daou zen a oa prezegerien dispar gant ur spered bouilh, met Danton a oa ivez un den a blije dezhañ bevañ diroll (enebourien ar Reveulzi a rae eus outañ « ''Mirabeau ar wazh-dour'' »). E-tal da Danton e vez [[Robespierre]] hag en doa eñ ur vuhez enep a-grenn diouzh e hini. Danton eo hag a oa bet paotr ar « Patrie[[Vammvro en dangerarvar]] » pa oa bet aloubet ar vroBro-C'hall e-kerzh aloubadenn Eost 1792. Deuet e oa a-benn da unvaniñ darn eus ar reveulzierien a-enep an alouber en ur implij an holl daoreoù posubl : embann a rae evit trec'hiñ an enebour e oa "Ret [eo] deomp kaout herbed, herbed c'hoazh, herbed bepred, ha Bro-C'hall a vezo savetaet" evit trec'hiñ an enebour. Dre pleustrelouriezh, e oa kroget er memes koulz da glask ar peoc'h gant enebourien ar vro dre emglevioù kuzh.
 
Evel Robespierre, dont a ra buan da vezañ un den dreistordinall gant harperien leal. Evit an istorourien hervez ma z'int evita-du gant Robespierre pe gant Danton e vo stourmoù ideologel ha politikel garv dreist-holl e-kerzh an [[Trede Republik c'hall|Trede Republik]]. Evit harperien Robespierre, Danton a oa ur politikour hep damant, tost ouzh an arc'hant, prest da dreitouriñ an Dispac'h. Evit e harperien e oa un demokrat birvidik, brogarour don hag un den Stad brokus.
== Flastridigezh al luskadoù ==
Danton ne glev ket an dud a lar dezhañ skampañ kuit : « ne gemerer ket ar vro dindan e solioù. » D'an 30 a viz Meurzh 1794, Komite ar Salud Publik a embann an urzh harzañ anezhañ gant [[Jean-François Delacroix|Delacroix]], [[Camille Desmoulins]] ha [[Pierre Philippeaux|Philippeaux]]. Da Saint-Just eo bet fiziet sevel un dezrevell justis gant ar [[Koñvañsion vroadel|Goñvañsion Vroadel]]. Harpet gant Robespierre, c'hoant en deus e vefe amañ ar re tamallet pa vo lennet an dezrevell hag e vefent harzet a-raok e fin al lennadenn. Darn ar C'homite a zo enebet rak soñjal a ra dezho e c'hellfe bezañ embannet titouroù arvarus dre gomz. "Ma ne vez ket dibennet eo ni hag a vo dibennet". Fuloret ruz, Saint-Just a vije bet o bannañ e dog en tan.