Feur-emglev Pariz (1796) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{pennad zo|Feur-emglev Pariz}}
 
[[File:Mont_Blanc,_Mont_Maudit,_Mont_Blanc_du_Tacul.jpg|thumb| Gant '''Feur-emglev Pariz''' e 1796 e voe kaset harzoù Bro-C'hall pelloc'h er gevred. ]]
 
'''Feur-emglev Pariz''' a voe sinet e miz Mae 1796 etre [[Napoleone Buonaparte]], en anv [[kentañ Republik c'hall| Republik Kentañ Bro-C'hall]], ha [[Vittorio Amedeo III]], [[roue Sardigna]] ha [[Napoleone Buonaparte]].
 
C'hoarvezout a reas goude [[Arsav-brezel Cherasco]] a oa bet sinet div sizhun a-raok, e [[Cherasco]], e [[Piemonte]], d'an [[28 a viz Ebrel]].
Neuze en devoa laosket gant ar C'hallaoued kreñvlec'hioù [[Alessandria]], [[Coni]] ha [[Tortone]] gant Bro-C'hall.<br>
 
En em dennañ a reas ar roue eus ar [[Kentañ Kenunaniezh |C'hentañ kenunaniezh]] a-enep Bro-C'hall, ma ne chome ken nemet [[Bro-Saoz]] hag [[Aostria]].
 
==Heuliadoù ar feur-emglev==
Gant Feur-emglev Pariz avat e rankas roue Sardigna anavezout ar [[republik c'hall]], reiñ [[Kontelezh Nisa]], [[dugelezh Savoia]], [[Tenda]] ha [[Buèlh]] da Vro-C'hall, ouzhpenn leuskel an armeoù gall da dremen evel a garent.
Mervel a reas ar roue un toullad mizioù goude.
 
 
Mennet e oa ar C'hallaoued da vezañ mistri war Savoia abaoe 1792 pa o devoa staget an douaroù-se ha savet eno o 84vet [[departamant gall]] , anvet [[Mont-Blanc]]. Diwar-se e oa deuet brezel gant [[rouantelezh Piemonte-Sardigna]].
 
Piemonte-Sardigna avat a c'houlennas an douaroù kollet-se en-dro pa voe diskaret Napoleon e 1814, hag un darn eus Savoia a voe rentet dezhi gant [[ Feur-emglev Pariz (1814)| Feur-emglev Pariz ]] e 1814 , hag ar peurrest e 1815, gant ur [[Feur-emglev Pariz (1815)|feur-emglev all]] sinet e Pariz ivez.
 
Adkemeret e vint diwezhatoc'h gant Bro-C'hall dindan [[Napoleon III]].
 
 
[[Rummad:Feurioù-emglev|Pariz 1796]]