Romantelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs ar bajenn
 
D Gerdarzh brezhonek hag oberennoù romantel abred
Linenn 3:
== Gerdarzh ==
[[Restr:Le Romantique.jpeg|thumb|left|upright|''Le Romantique'', [[maendreserezh]] satirek gant Mantoux ha Cheyère. BNF, Paris.]]
P'eo bet deuet ar ger eus ar galleg e endalc'h romant hag al lostger "elezh" war ur patrom heñvel-rikL Ne vet ket kavet el lizheradur bbrezhonek a-raok an XXvet kantved<ref><Romantelezh, geriadur galleg-brezhoneg Frañsez Vallée, 1931. [http://devri.bzh/dictionnaire/r/romantelezh/ Devr]./ref>. Kentañ gwezh ma voe gwelet ar ger orin, romantism, e voe e [[Bro-Saoz]], war-dro 1650, hag deveret eus ar ger galleg "roman" evit lakaat ar romantoù savet e [[yezh romanek]] e-tal ouzh ar skridoù latin. Daou ster a ya gantañ, eus un tu krennamzerel ha gotek, eus un tu all marvailhus, romantek, mojennel ha faltazius. Mont a ra da "romantisch" e alamanek, met e mir ur ster un tammig negativel pa lakaa da soñj ar sorc'hennoù broudet gant ar romantoù. E-doug ar XVIIIvet kantved e teu da Vro-C'hall implijet e vez gant [[Jean-Jacques Rousseau]] gant un adter o tennañ d'al [[livouriezh]] : evel ma vije gwelet en un daolenn<ref>Jean-Jacques Rousseau,''[[Les Rêveries du promeneur solitaire]]''. Termeniñ a ra evel''romantique'' glannoù gouez Lenn Biel.</ref>. Er mare-se e voe deuet da Vro-C'hall giz ober liorzhoù mod-Bro-Saoz a zo ur seurt mod aozañ an traoù naturel evel pa vije graet o sevel un daolenn, ken e voe goveliet an anv-gwan "pittoresque", da lavared eo "evel savet gant al livour".
 
== Orin ==
Orin al luskad-se a c’hell bezañ an ersavioù e-tal an Dispac’h greantel, ouzh reoladoù a voe e-doug Amzer ar Sklêrijennoù, darn anezho o tennañ da donvaat an Natur dre ar skiant hag ouzh ar modernaat. Kreñvoc’h e voe war ar arzoù-kaer, ar sonerezh hag al lennegez, ken e voe pouezus e levezon war an hanezouriezh, an [[deskadurezh]] hag skiantoù an Natur. War ar bolitikerezh ez eus da grediñ e voe pouezus war an dro.<br>
Muioc’h a evezh e voe taolet war ar fromadennoù hag an trivliadennoù grizias evel al lure, ar spont hag an heug ha pa veze gwelet evel un hent davet ar gwir buhezadur. Prizietoc’h e voe ar buhezegezhioù kozh hag an arzoù pobl ha ur seurt noblisite staget outo ha ouzh mod-bevañ ar Grennamzer enebet ouzh an [[tolpadur kêrioù|tolpadurioù kêrioù]] o kreskaat. An ober raktal a voe priziet ivez. Diouzh un tu, al luskad alamanat, [[Sturm und Drang]] ha, diouzh un tu all, an Dispac’h gall, hag a darzhont e dibenn an XVIIIvet kantved, a degasjont modoù nevez evit eztaoliñ ar santadoù, ar fromadennoù hag ar mennozhioù politikel. Techet e voe prederourien ha skrivagnerien Sturm und Drang da bouezañ war an naderezh a-raok an hollbroellourizh daoust ma teuas war wel pa voe adreizhet ar galloudoù politikel ha diorroet ar skiantoù rik e-barzh darnvuiañ Europa.<br>
Kredet e veze e c’helle ar gevredigezh a-bezh bezañ savet uheloc’h dre an harozed, tud hiniennelour pe arzourien. Priziet e voe ar faltazi vervidant e-enep an neuz klasel.<br>
Berzh e reas ar meulganoù hir leun a zepeigne brezelourien en amzerioù kozh ([[Ossian]] gant [[James Macpherson]], 1770), koulz ha romantoù gant tudennoù kriz o donkadoù ha techet da leñvañ (Johann [[Goethe]], Die leiden des jungen Werthers, 1774 - Poanioù ar Werther yaouank).<br>
Kollet e voe, tam ha tamm spered ar romantelezh dindan levezon ar c’hemmoù sokial, kresk klasoù labourerien ha ar vrodelouriezh en o zouezh. E eil hantervezh an XIXvet kantved e teuas luskad arzel ar Realouriezh.
 
== Petra eo romantelezh ==
===Perzhioù pennañ===
Diwar ar pouez a vez roet da [[eztaoladur]] dieub an arzhourarzour e c'heller meizañ petra eo spered ar romantelezh. Gwelet eo mat pa embann al livour alaman [[Caspar David Friedrich]] ma vez "fromadennoù an arzour e lezenn dezhañ"<ref>Fritz Novotny|, ''Painting and Sculpture in Europe, 1780–1880'' (Pelican History of Art), Yale University Press, 2l emb. 1971 {{ISBN|0-14-056120-X}}.</ref>. Hervez [[William Wordsworth]], e dlee gwelout ar varzhoniez evel diskargañ emdarzh ar santadoù kreñv<ref>Kentskrid an 2l embannadur ''[[Lyrical Ballads]]'', </ref>, deuet da soñj ar barzh en-dro, ur wezh ma z'eo aet da habaskañ ha diouzh ar fromadenn nevez-se e c'hell sevel un oberenn arzel.