Gwengelouriezh Hellaz : diforc'h etre ar stummoù

Troidigezh diwar ar pennad saoz
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Troidigezh diwar ar pennad saoz)
'''Mitologiezh Henc'hres''', pe '''Gwengeloniezh Henc'hres''' zo hollad ar gwengeloù danavellet gant an Henc'hresianed.
 
Ar marvailhoù-se a gont orin an anien hag ar bed, pe buhez an [[Lignezoù doueed Hellaz kozh|doueed]] hag an harozed. Mitologiezh Henc'hres a oa bet diorroet war hir dermen adalek sevenadur Misenia betek an [[Gres Roman|aloubadeg Roman]]. Pa gej ar Romaned hag ar C'hresianed e krog ur c'hemmesk etre ar c'hredennoù:
 
Gwengeloù Gres a oa bet treuzket da gentañ gant ar miseniaed hag ar minoed hag o deus diazezet an hengoun barzhonegel dre-gomz e XVIII<small>vet</small> kantved. Er mare-se da ziwezhañ e oa bet savet [[meurgan]]où evel an [[Ilias]] hag an [[Odysseia]].
Hini Bro-C'hres a levezon kalz an eil. Kalz goude ma vefe echuet gant lidoù ar relijionoù-se, hini Henc'hres a chomas kreñvoc'h a-fed awen evit an arzourien betek an deiz a-hiziv.
[[Homer]] zo anaouet evit bezañ skriver an testennoù-mañ tra ma veze krouet an d''[[Theogonia]]'' hag ''[[Al Labourioù hag an Deizioù|Erga kai Hemerai]]'' ("Al Labourioù hag an Deizioù") gant [[Hesiodos]] un nebeud amzer diwezhatoc'h.
Munudoù zo miret e [[Kanoù Homeros]], meulganoù o lidañ doueed dibar, pe e diskolpadennoù eus ar [[C'helc'hiad Meurganel]], ha gant an drajediennerien hag ar c'homediennerien eus ar [[mareverezh klassel]] ha [[marevezh hellenadek|hellenadek]].
 
Ouzhpenn an danvez lennegel e oa bet divarvelet kalz a geloù dre taolennadurioù livus (listri, lidkinnigoù hag artefaktoù liesseurt). Da gentañ e veze kontet [[Diskar Troia]] warno, hogen e tedarzhas skeudennoù eus istor all adalek ar V<small>vet</small> kantved.
Mitologiezh Henc'hres en deus awenet sevenadur Europa da vat. [[Impalaeriezh roman]] a adkemeras lod bras anezhi hag e veze anaouezet mat gant tud ar renkadoù dreist betek hiriv an deiz.
 
E-keit an XVII<small>vet</small> kantved e voe un tabutat etre daou luskad prederiet e [[Frañs]] hag en [[Europa]], anvet "[[Tabutat etre ar henamzeridi hag an nevezidi]]" pa oa bet klasket abeg aotrouniezh al lennegezh Gres war sevenadur an [[amzerioù modern]].
 
[[Rummad:Mitologiezh]]
3 391

kemm