Romantelezh : diforc'h etre ar stummoù

1 068 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
D
Petra eo ar romantelezh
(Reiz)
D (Petra eo ar romantelezh)
Kredet e veze e c’helle ar gevredigezh a-bezh bezañ savet uheloc’h dre an harozed, tud hiniennelour pe arzourien. Priziet e voe ar faltazi vervidant e-enep an neuz klasel.
Berzh e reas ar meulganoù hir leun a zepeigne brezelourien en amzerioù kozh ([[Ossian]] gant [[James Macpherson]], 1770), koulz ha romantoù gant tudennoù kriz o donkadoù ha techet da leñvañ (Johann [[Goethe]], Die leiden des jungen Werthers, 1774 - Poanioù ar Werther yaouank).<br>
KolletWar dibenn ar prantad e voe kollet, tamtamm ha tamm, spered ar romantelezh dindan levezon ar c’hemmoù sokial, kresk klasoù labourerien ha ar vrodelouriezh en o zouezh. E eil hantervezh an XIXvet kantved e teuas luskad arzel ar Realouriezh.
 
== Petra eo romantelezh ==
===Perzhioù pennañ===
Diwar ar pouez a vez roet da [[eztaoladur]] dieub an arzour e c'heller meizañ petra eo spered ar romantelezh. Gwelet eo mat pa embann al livour alaman [[Caspar David Friedrich]] ma vez "fromadennoù an arzour e lezenn dezhañ"<ref>Fritz Novotny|, ''Painting and Sculpture in Europe, 1780–1880'' (Pelican History of Art), Yale University Press, 2l emb. 1971 {{ISBN|0-14-056120-X}}.</ref>. Hervez [[William Wordsworth]], e dlee gwelout ar varzhoniez evel diskargañ emdarzh ar santadoù kreñv<ref>Kentskrid an 2l embannadur ''[[Lyrical Ballads]]'', </ref>, deuet da soñj ar barzh en-dro, ur wezh ma z'eo aet da habaskañ ha diouzh ar fromadenn nevez-se e c'hell sevel un oberenn arzel.<br>
Ne teu nemet diwar faltazi an arzour ar pezh a vez anvet arz a dle chom hep bezañ distummet gant reolennoù "kalvezadel" a zisplegfe diwar petra e vije eus un oberenn. Kalz a arzourien evel [[Samuel Taylor Coleridge]] a embann e oa lezennoù naturel ar faltazi ha ne c'hell ket an arzour hen heuliañ ma ne chom ket en e unan. Patromoù tennet diouzh an oberennoù kent a voe gwelet evel skoilhoù a c'hellfe mirout ar c'hrouer diouzh lakaat e faltazi dezhañ da ziorreiñ ha pouezet e voe war an [[orinelezh]]. Pennaenn ar romantelezh eo skeudenn ar "genius" gouest da grouiñ hep rekis, seurtanvet "krouiñ arzh evit an arzh e unan" ha disprizet e voe labourioù diwar an deveradur<ref>Umberto Eco : "Ur souezh eo evidomp, met war-lerc'h al lusk romantel, ne oa mui eus mennozhioù kozh war al lennegezhpa voe priziet muioc'h an aotrouniezh eget an an orinelezh e-pad ar Grennamzer."</ref>. Silet e voe ur mennozh nevez, un ideologiezh, evit lakaat war wel ijin ar saver testennoù, hag eñ ur genius en e-unan, a grou un oberenn diged.
 
 
 
4 182

modifications