Emgann Ocaña : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Soult2.jpg|thumb|Ar marichal Soult]]
'''Emgann Ocaña''', unan eus emgannoù [[Brezel dieubidigezh Spagn]], a c'hoarvezas d'an 19 a viz Du [[1809]] war zouar kumun [[Ocaña]], e [[proviñs Toledo]], etre un arme c'hall a 40 000 soudard war-droad, 6000 a gezeg, kalz a ganolioù, kaset gant ar marichal [[Soult]], a-enep un arme spagnol a 51 869 soudard, ha 5766 den war varc'h, gant 55 pezh artilherezh, dindan ar jeneral [[Juan Carlos de Aréizaga|Aréizaga]].
 
Un trec'h a bouez bras e voe d'ar C'hallaoued, ha 19 000 Spagnol a voe pe lazhet pe gloazet pe prizoniet diwar 51 000 soudard. Dleet e oa an trec'h da rejimant ar varc'hegerien ha goaferien bolonat.