Constantinus III : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
==Istor==
[[File:Constantineiii.jpg |thumb|Constantinus III ]]
En 406 en em savas proviñsoù Enez Vreizh. Ar gwarnizonoù ne vezent ket paeet ken ha divizet o devoa dilenn o renerien. Da gentañ e voe dibabet [[Marcus (alouber)|Marcus]] ha [[Gratianus (alouber)|Gratianus]], met ne blijas nag an eil nag egile d'ar soudarded goude ur pennad ha lazhet e voent. Dre m'o devoa aon rak an aloubadegoù german ha ma klaskent un tamm surentez en ur ur bed a seblante kouezhañ buan en e boull e klaskas lejionoù Breizh dibab ur jeneral kreñv hag ampart : kemer a rejont un den hag a oa anvet evel an impalaer brudet e deroù ar IVvet kantved, [[Constantinus]] Iañ|Constantinus Veur]], en devoa kemeret ar galloud goude emsevel e Breizh.
Constantinus a oa ur soudard ordinal, a greder, met ne oa ket dizampart, ha ne chomas ket da yariñ. Buan e treuzas [[Mor Breizh]] e Bononia ([[Boulogne]]) ha, hervez a gred an istorourien, e tastumas an holl soudarded a chome en Breizh, ma ne chomas ken stourmerien a gentañ linenn en Breizh ken. Mont a reas neuze da chom e Galia ha gantañ e holl soudarded prest da vont da vrezeliñ ouzh ar pobloù german o devoa treuzet ar Roen er goañvezh a-raok.
E Galia e savas al lejionoù roman a-du gantañ, ha kemend-all a reas re [[Hispania]].