Romantelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Petra eo ar romantelezh
D Termenoù nes, wiakiadur ha reizh.
Linenn 3:
== Gerdarzh ==
[[Restr:Le Romantique.jpeg|thumb|left|upright|''Le Romantique'', [[maendreserezh]] satirek gant Mantoux ha Cheyère. BNF, Paris.]]
P'eo bet deuet ar ger eus ar [[galleg]] e endalc'h [[romant]] hag al [[lostger]] "elezh" war ur patrom heñvel-rik. Ne vet ket kavet el [[lizheradur]] brezhonek a-raok an XXvet kantved<ref>''Romantelezh'', geriadur galleg-brezhoneg Frañsez Vallée, 1931. [http://devri.bzh/dictionnaire/r/romantelezh//r/romantelezh/ Devri].</ref>. Kentañ gwezh ma voe gwelet ar ger orin, ''romantism'', e voe e [[Bro-Saoz]], war-dro 1650, hag deveret eus ar ger galleg "roman" evit lakaat ar romantoù savet e [[yezh romanek]] e-tal ouzh ar skridoù latin. Daou ster a ya gantañ, eus un tu, krennamzerel ha gotek, eus un tu all, [[moliaj|marvailhus]], romantek, mojennel ha faltazius. Mont a ra da "romantisch" e alamanek, met e mir ur ster un tammig negativel pa lakaa da soñj ar sorc'hennoù broudet gant ar romantoù. E-doug ar XVIIIvet kantved e teu da Vro-C'hall hag implijet e vez gant [[Jean-Jacques Rousseau]] gant un adster o tennañ d'al [[livouriezh]] : evel ma vije gwelet en un daolenn<ref>Jean-Jacques Rousseau,''[[Les Rêveries du promeneur solitaire]]''. Termeniñ a ra evel''romantique'' glannoù gouez Lenn Biel.</ref>. Er mare-se e voe deuet da Vro-C'hall giz ober liorzhoù mod-Bro-Saoz a zo ur seurt mod aozañ an traoù naturel evel pa vije graet o sevel un daolenn, ken e voe goveliet an anv-gwan "pittoresque", da lavared eo "evel savet gant al livour".
Ma n'eo bet renablet an anv-kadarn a-raok 1931 e kaver an anv-kadarn "romenteler" e 1914<ref>Dictionnaire français-breton de poche, dindan renerezh Taldir, Moullerez Ar Vro, Karaz.</ref> hag a zo, koulz hag ar ger ''romantelezh'', treuzlakadur ar gerioù gallek "''romantique''" ha "''romantisme''".

== Orin ==
Orin al luskad-se a c’hell bezañ an ersavioù e-tal an Dispac’h greantel, ouzh reoladoù a voe e-doug [[Amzer ar Sklêrijennoù]], darn anezho o tennañ da donvaat an Natur dre ar skiant hag ouzh ar modernaat. Kreñvoc’h e voe war ar arzoù-kaer, ar [[sonerezh]] hag al lennegezlennegezh, ken e voe pouezus e levezon war an hanezouriezh, an [[deskadurezh]] hag skiantoù an Natur. War ar bolitikerezh ez eus da grediñ e voe pouezus war an dro.

Muioc’h a evezh e voe taolet war ar fromadennoù hag an trivliadennoù grizias evel al lure, ar spont hag an heug ha pa veze gwelet evel un hent davet ar gwir buhezadur. Prizietoc’h e voe ar buhezegezhioù kozh hag an arzoù pobl ha ur seurt noblisite staget outo ha ouzh mod-bevañ ar Grennamzer enebet ouzh an [[tolpadur kêrioùkêr|tolpadurioù kêrioùkêr]] o kreskaat. An ober raktal a voe priziet ivez. Diouzh un tu, al luskad alamanat, [[Sturm und Drang]] ha, diouzh un tu all, an Dispac’h gall, hag a darzhont e dibenn an XVIIIvet kantved, a degasjont modoù nevez evit eztaoliñ ar santadoù, ar fromadennoù hag ar mennozhioù politikel. Techet e voe prederourien ha skrivagnerien Sturm und Drang da bouezañ war an naderezh a-raok an hollbroellourizhhollbroellouriezh daoust ma teuas war wel pa voe adreizhet ar galloudoù politikel ha diorroet ar skiantoù rik e-barzh darnvuiañ Europa.

Kredet e veze e c’helle ar gevredigezh a-bezh bezañ savet uheloc’h dre an harozed[[haroz]]ed, tud hiniennelour pe arzourien. Priziet e voe ar faltazi vervidant e-enep an neuz klasel.
Berzh e reas ar meulganoù[[meulgan]]où hir leun a zepeigne brezelourien en amzerioù kozh ([[Ossian]] gant [[James Macpherson]], 1770), koulz ha romantoù gant tudennoù kriz o donkadoù ha techet da leñvañ (Johann [[Goethe]], Die leiden des jungen Werthers, 1774 - Poanioù ar Werther yaouank).

War dibenn ar prantad e voe kollet, tamm ha tamm, spered ar romantelezh dindan levezon ar c’hemmoù sokial, kresk klasoù labourerien ha ar vrodelouriezh en o zouezh. E eil hantervezh an XIXvet kantved e teuas luskad arzel ar [[Realouriezh]].

== Petra eo romantelezh ==
===Perzhioù pennañ===
Diwar ar pouez a vez roet da [[eztaoladur]] dieub an arzour e c'heller meizañ petra eo spered ar romantelezh. Gwelet eo mat pa embann al livour alaman [[Caspar David Friedrich]] ma vez "fromadennoù an arzour e lezenn dezhañ"<ref>Fritz Novotny|, ''Painting and Sculpture in Europe, 1780–1880'' (Pelican History of Art), Yale University Press, 2l emb. 1971 {{ISBN|0-14-056120-X}}.</ref>. Hervez [[William Wordsworth]], e dlee gwelout ar varzhoniez evel diskargañ emdarzh ar santadoù kreñv<ref>Kentskrid an 2l embannadur ''[[Lyrical Ballads]]'', </ref>, deuet da soñj ar barzh en-dro, ur wezh ma z'eo aet da habaskañ ha diouzh ar fromadenn nevez-se e c'hell sevel un oberenn arzel.

Ne teu nemet diwar faltazi an arzour ar pezh a vez anvet arz a dle chom hep bezañ distummet gant reolennoù "kalvezadel" a zisplegfe diwar petra e vije eus un oberenn. Kalz a arzourien evel [[Samuel Taylor Coleridge]] a embann e oa lezennoù naturel ar [[faltazi]] ha ne c'hell ket an arzour hen heuliañ ma ne chom ket en e unan. Patromoù tennet diouzh an oberennoù kent a voe gwelet evel skoilhoù a c'hellfe mirout ar c'hrouer diouzh lakaat e faltazi dezhañ da ziorreiñ ha pouezet e voe war an [[orinelezh]]. Pennaenn ar romantelezh eo skeudenn ar "genius" gouest da grouiñ hep rekis, seurtanvet "krouiñ arzh evit an arzh e unan" ha disprizet e voe labourioù diwar an deveradur<ref>Umberto Eco : "Ur souezh eo evidomp, met war-lerc'h al lusk romantel, ne oa mui eus mennozhioù kozh war al lennegezhpa voe priziet muioc'h an aotrouniezh eget an an orinelezh e-pad ar Grennamzer."</ref>. Silet e voe ur mennozh nevez, un ideologiezh, evit lakaat war wel ijin ar saver testennoù, hag eñ ur genius en e-unan, a grou un oberenn diged.