Wikipedia:Pajennoù da nullañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 258:
::Ne vo ket savet rummad nevez bewezh ma vo diskoachet ur ger heñvelster ouzhpenn. Bodañ ar pennadoù hervez o danvez eo pal ar rummadoù, ha netra ken. A-hend-all ne gaver ket ar pezh a glasker. M'ho peus aon e vefe kollet ar skolidi, menegit an heñvelsterioù e-barzh ar rummad kentoc'h. Ar pennadoù ''matematik'' ha ''jedoniezh'' a vefe da gendeuziñ, ha ne vern ket kalz peseurt anv a vo dibabet : n'eo ket hervez an termen dibabet e vez rummataet ar pennadoù, met hervez o danvez. N'eus ket ezhomm da gaout meur a rummad na meur a bennad evit ober plijadur d'ar skol-mañ-skol (Diwan, an Ofis, Preder, TES pe me oar-me). Unvaniñ titloù ar pennadoù hag ar rummadoù a c'haller ober avat. Grit ma fell deoc'h. Ha m'ho peus c'hoant da gaout ur skouer, sellit ouzh ar bajenn Pevarzueg en alamaneg : lavaret e vez Viereck pe Tetragon, daou anv disheñvel, met ur pennad hag ur rummad hepken a zo. Ma ne blij ket d'un implijer titl ur bajenn pe ur rummad ez eus moaien da gaozeal pe da votiñ atav. Krouiñ pennadoù pe rummadoù gant titloù henvelster n'eo ket un diskoulm dereat. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 12 Meu 2021 da 23:16 (UTC)
:::A-dra-sur n'eus ket ezhomm eus daou bennad na daou rummad. Soñjal a ran eveldout : "Krouiñ pennadoù pe rummadoù gant titloù heñvelster n'eo ket un diskoulm dereat". Met ne gomprenan ket perak e c'houlennez diverkañ ar [[:Rummad:Matematik]], ha mirout ar [[:Rummad:Jedoniezh]], pa'z ez a-hend-all da grouiñ un adkas eus [[Jedoniezh]] d'ar pennad [[Matematik]]. "Ma ne blij ket d'un implijer titl ur bajenn pe ur rummad ez eus moaien da gaozeal" emezout ? Perak neuze goullonderiñ ar rummad:Matematik, ha goulenn e vije diverket an anv-se ? N'eo ket peogwir e oa bet krouet an anv Rummad:Jedoniezh abretoc'h eget an anv Rummad:Matematik ez eo un anv gwelloc'h. Gwelloc'h e kavan-me "Rummad:Matematik". --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] ([[Kaozeadenn Implijer:Llydawr|kaozeal]]) 14 Meu 2021 da 17:32 (UTC)
::::Pa vez ur rummad e vez lakaet traoù e-barzh. Ober un adkas ne harzo ket an dud da implijout ar rummad. Evit ar pennadoù ez eo gwelloc'h bezañ gouest da dizhout anezhe gant ne vern pe anv. Hag ar rummad n'eo ket diaes da gavout ur wezh kavet ar pennad. Evit kendelc'her gant ar skouer am boa roet : ur bajenn adkas 'Tetragon' a zo en alamaneg, ha n'eus rummad 'Tetragon' ebet er yezh-se koulskoude. Ne'm eus ket lavaret e oa gwelloc'h an eil anv pe egile, hag hoc'h ali n'eo nemet un ali. Diverkañ ur rummad pe krouiñ un adkas evit ur pennad ne dalvez ket e vo difennet cheñch titl ar bajenn war-lerc'h. Un tamm kempenn a zo da ober. Sed aze ar pep mallusañ, a gav din. Ha n'eo ket war ar bajenn-mañ e lavarin ar pezh a soñjan diwar-benn an titloù. [[Implijer:Baleer|Baleer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Baleer|kaozeal]]) 14 Meu 2021 da 21:0719 (UTC)
 
==[[Breizh (rannvro melestradurel)]]==