Kichez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ liammoù
Arko (kaozeal | degasadennoù)
tennañ liammoù diezhomm zo evit skañvaat ar pennad
Linenn 4:
Ur '''gichenn''' pe '''gichezenn''' a vez graet eus an dartezenn-se. Peogwir e vez kavet mat ar c'hichez gand kalz tud, ha peogwir int aes a-walc'h d'ober, da zougen, da dommañ ha da zebriñ e vezont kavet er bed a-bezh bremañ, gant a bep seurt aozennoù.
 
== Gerdarzh hag orin ar c'hichez, betek bremañ ==
[[Skeudenn:Quiches.jpg|thumb|left|Kichennigoù]]
Ar ger a zeu eus an [[alamaneg]] ''küche'' hag a dalv "tartez, gwastilli", marteze dre ar [[yiddish]]. Ar ger ''quiche'' zo testeniet e [[loreneg]] e [[1605]], e galleg e [[1805]] hag e saozneg e [[1925]].
 
Kozh-tre eo ar c'hichez e gwirionez peogwir e veze fardet tartez sall er Grennamzer : da skouer eo testeniet ober gant dienn ha vioù er bastezerezh abaoe an {{XIIIvet kantved}} kantved en [[Italia]] hag an {{XIVvet kantved}} kantved e [[Bro-Saoz]]. En [[Kreizeuropa]] a-bezh, er broioù alamanek dreist-holl, e kaver kichez a-bep seurt adalek an amzerioù modern : meneg zo eus kichez bezañ servijet war daol [[Charlez III Loren|Charlez III]], dug [[Loren]], e [[1586]], hag ivez e kontoù ospital Sant-Juluan [[Nancy]] e miz Meurzh [[1605]] ; ar ''speckkuchen'' e [[Hessen]] (gwastell gant kig-sall hag un toaz [[segal]], a-wechoù gant pour pe ognon), testeniet e [[1653]] e [[Weimar]] ; ''hitzblotz'' e [[Bavaria]] gant dienn hag un toaz-bara segal, ''etc''. Menegomp ivez ''specktorte'' e [[Saarbrücken]] gant kig sec'h a zo rekipeoù eus [[1731]] ha [[1799]], er memes familh emañ ''die Lothringer specktorte'' da lavaret eo [[kichez giz Loren]] hollvrudet. Doareoù sukret zo ivez eus ar ''specktorte'', da skouer e [[Braunschweig]] e [[Saks-Izel]], gant ''speck'', perisilh, rezin Korintez ha sukr.
 
Ret e voe gortoz ar [[bloavezhioù 1890]] avat evit ma vefe brudet ar c'hichez er c'hazetennoù [[pariz]]ianparizian. Krog eo ar pleg da lakaat traoù ouzhpenn en aozad : lard, ognon... Diouzh a c'hiz e teuont da vezañ e [[Stadoù-Unanet Amerika]] hag e [[Breizh-Veur]] goude an [[Eil Brezel-bed]]. Bremañ a klot ar c'hichez ouzh holl begoù ar bed : e [[Japan]] kichez toun ha pinochez poazhet er baelon, pe kichez kaol, laezh soja ha fav, e [[Sina]] kichez skilbebr, [[skiitake]] ha mozzarella, ''etc''.
 
== Perzhioù ar c'hichez ==
Linenn 17:
Poazhet e vezont er forn, ha debret tomm, a-wechoù yen. En Europa e vezont debret evel meuz pennañ, da skouer gant saladenn c'hlas, pe evel digor-pred.
 
Energetek eo ar c'hichez : 292 [[kalori|kcal]] evit 100 [[gramgramm|g]], puilh enno al [[lipid]] hag an [[natriom]]. Degas a reont 60% eus an degasadenn bemdeziek erbedet (DPE).
 
<gallery>
Quiche Lorraine.jpg|Ur gichenn giz Loren o paouezh bezañ tennet eus ar forn
Quiche.jpg|Ur gichenn giz [[Mor Kreizdouar|Kreizdouar]] gant skilbebr
Quiche de espinacas (Lhardy).JPG|Kichez gant pinochez ha tammoù kig
Mushroom and leek quiche.jpg|Kichez gant kebell-touseg ha pour