Chapel Pontouar : diforc'h etre ar stummoù

chapel e Tregourez
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Krouadur ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 21 Meu 2021 da 17:31

Chapel Pontouar zo lec'hiet e kumun Tregourez, e Kerne, e departamant Penn-ar-Bed.

Ilizoù Breizh
Chapel Pontouar

An Iliz

Relijion Katoligiezh
Statud
Parrez Tregourez
Kumun Tregourez

Saverezh XVIvet kantved
Stil Gotek

Istor

Chapel Pontouar, savet er XVIvet kantved, oa gouestlet er penn kentañ da sant Gouezenneg, deuet eus Kembre e fin ar Vvet kantved. Hervez ar vojenn e teue ar voraerien da bardonañ er chapel d'e trugarekaat evit bezañ saveteet ur vag hag he bourzhiad gantañ a-gevret gant e c'hevell Jagu e-kerzh ur barr-avel. Abaoe ar XVIIvet kantved eo gouestlet ar chapel da Itroñ Varia Pontouar.

Arkitektouriezh

Ur savadur e stumm ur groaz latin eo.

An diavaez

Ez eus un tourig gant ur gorzenn war bignon kornog ha diri war ar skoaz.

Ar feunteun

Ar feunteun en ardraoñ, hag a zo moarvat eus ar memes maread, voe distaget eus ar chapel gant krouadur an hent da Gemper e 1893. An feunteunig volzek-mañ, brudet he dour evit pareañ poanioù-skouarn sanset, a oa ur skudenn sant Gouezenneg enni.

Ar c'halvar

Ar c'halvar zo eus ar XVIvet kantved.

An diabarzh

An nev

Ennañ ez eus ur nev gant pevar trueziad, dispartiet eus ur chantele, eeun e penn-chantele gant prenestraj e furm flourdiliz, gant ur volz.

Ar chantele
Delwenn

Ar chapel ha zalc'h un delwenn sant Gwezenneg, 1563 hec'h orin, ha delwennoù sant Roc'h, santez Anna hag ar Werc'hez, sant Maur, sant Maurice ha delwenn gaer meurbet Itroñ Vari Pontouar.

Azeulerezh, lidoù hag abadennoù

Ar pardon

Lidet da Sul kentañ miz Eost.

Skeudennaoueg

Liammoù diavaez

Notennoù

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.