Cato ar Yaouankañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Marcus Porcius Cato Uticensis''', lesanvet « '''Cato ar Yaouankañ''' » pe « '''Cato Uticensis''' » (-95-46 kent JK), a oa ur politikour roman hag en em l..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Marcus Porcius Cato Uticensis''', lesanvet « '''Cato ar Yaouankañ''' » pe « '''Cato Uticensis''' » ([[-95]]–[[-46]] kent JK), a oa ur politikour roman hag en em lazhas.
 
==E vuhez==
Gourvab e oa da g-[[Cato an Henañ]]. Yaouank e oa pa grogas da ziskouez un ene kadarn ha kalonek. Da bevarzek vloaz e voe kaset da balez an diktatour [[ Sylla]] ha pa welas pennoù gwadek an harluidi heskinet e c'houlennas ur[[ gougleze]] da zisammañ Roma, emezañ, diouzh an [[tirant]]. En [[-65|65]] kent JK e voe dilennet da gestour ma sachas an evezh warnañ oc'h ensellout pizh dihelloù an Teñzor e deroù e amzervezh-kestour, hag o lakaat reizhañ ar fazioù niverus er c'hontoù dleet da lezober e ziagentidi.
 
En [[-63|63]] kent JK, da vare irienn [[Catilina]], ez eas a-du gant an diarbennoù dibleg erbedet gant [[Cicero]]. Disfiz en devoa diouzh [[Pompeius]], hag enebiñ a reas kreñvañ ma c'hallas ouzh c'hoant [[Julius Caesar]] da gemer ar galloud, ma votas en [[-59]] a-enep an disentez d'en lakaat e penn armeoù roman Galia e-pad pemp bloaz, o lavarout d'ar senedourien e krouent un tirant a-benn ar bloavezhioù da zont.
 
En [[-52]], edo war ar renk evit bout konsul e [[-51]], met daou gonsul a-du gant Pompeius eo a voe anvet.
 
 
Ur verc'h en doa, [[Porcia]], pried [[Brutus]].