The Elder Scrolls Online : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
traoùigoù
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 29:
;Adembannadur
Nebeut amzer goude embannadur ar c'hoari, e oa bet klemmet gant lod c'hoarierien e oa dibosubl lakaat da dalvezout 30 devezh ouzhpenn roet dezho a-raok ma krogfe ar c'houmanant. Ur gudenn a oa savet ivez gant trucherien a oa deuet a-benn da eilskoueriañ objedoù ha deuet e oant a-benn da rastellañ sammadoù arc'hant ramzel er c'hoari. ZeniMax en doa embannet nebeut amzer war-lerc'h e oa bet gwellaet ar c'hoari ha diskoulmet ar gudenn. Milieroù a gontoù a oa bet serret evit bezañ bet implijet an trucherezh-se.
== Doare c'hoari ==
Ar c'hoarier a c'hell krouiñ un dudenn hervez e c'hoantoù e-touezh meur a ouenn:
* Mab-den: Nords, Redguards, Bretons, hag impalaerien
* Gouennoù elved: Dunmer (Elved teñval), Altmer (Elved uhel), Bosmer (Elved ar c'hoadeier), hag Orsimer (Orked)
* Gouennoù anevaled: Khajiit hag Argonians
 
== Istor ==
Istor ar c'hoari a dremen war ur c'hevandir ijinet anvet [[Tamriel]] e-kerzh an Eil marevezh, met n'eus ket tu da c'hoari en holl lodennoù eus Tamriel. An darvoudoù a dremen a-raok (mil bloaz) ar c'hoari The [[Elder Scrolls V: Skyrim]] ha tro 800 vloaz a-raok [[The Elder Scrolls III: Morrowind]] ha [[The Elder Scrolls IV: Oblivion]]. Daou vrezel zo er memes mare : unan evit dazont ar bed hag unan evit bezañ penn d'ar c'hevandir. E The Elder Scrolls Online, ar c'hentañ brezel zo a-enep ar priñs Daedric Prince Molag Bal, a glask treiñ ar bed en un ifern gant sikour ur walenn. An eil zo evit bezañ penn an Impalaeriezh gant tri strollad o klask bezañ trec'h. Ar c'hoarier zo bet aberzhet da Volag Bal, ha kollet gantañ e ene, ar c'hoarier a glask da gentañ-holl adkavout e ene.